II Diviz

Rumm
C’hoariva
Yezh
Brezhoneg
Orin
Sant Brieg, Moulerezh Sant Gwilherm, 1913
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

TREMEUR, FAÑCH

FAÑCH
Doue r’ho pennigo, den kozh. Livirit din, mar plij, ha n’ho peus ket gwelet, marteze, tri faotr o vont hag o tont dre amañ ?

TREMEUR
N’em eus gwelet hini anezho.

FAÑCH
Allaz ! an tri bugel-se, va re, ne c’hellan ket dont a benn eus o zechoù fall. Troet ’int war an droug. Abaoe dec’h, ar re-se zo aet eus an ti, ha n’eo ket ar wech kentañ eo. Pegoulz e teuint en-dro ? N’on ket evit hel lavaret. Met nec’het bras ’on, dreist-holl diwar-benn ar c’hoshañ, Perig, a ro gwall skouer d’e zaou vreur, Bernez ha Lanig.

TREMEUR
Gant gwir abeg eo, a dra sur, ez oc’h nec’het. Mat. Va fedennoù n’em eus ken. Pediñ a rin bemdez, a greiz kalon, evit ho tri mab.

FAÑCH
Mil bennozh deoc’h, den mat. Degemerit, mar plij, un aluzenn vihan en an’ Doue.

TREMEUR
N’he degemerin ket, petra bennak ma’z eo bras va anaoudegezh vat en ho keñver.

FAÑCH
N’ho peus ket, evelato, doare un den pinvidik-mor.

TREMEUR
Ned eo ket souezhus, o vezañ ma’z on paour-Job. N’em eus ket un diner toull, zoken, war va anv.

FAÑCH
Ha penaos ’ta e c’hellit debriñ, neuze ?

TREMEUR
Debriñ a ran goude bezañ labouret.

FAÑCH
Peseurt labour ?

TREMEUR
Ul labour ha n’eo ket gwall galet, o vezañ ma’z on kozh. Sellit ouzh ar menez-se, du-hont. Kalz a laboused zo warnañ. Mont a ran da gerc’hat dour eus ur feunteunig, div wech bemdez, hag hen dougan war beg ar menez.
Skuilhañ ’ran an dour-se e toulloù ar reier, hag al laboused a ev.. An Aotroù Doue, evit va digoll eus ar boan zister-se, a ro din ar c’hras da gompren yezh an evnedigoù pa vezont o kanañ.
Ouzhpenn-se, un ael a zeu davedon, mintin ha noz, da zegas din va sammig bara. C’hoarzhin a rit, marteze, o selaou kement-se ?

FAÑCH
Ne c’hoarzhan tamm ebet. Mousc’hoarzhet em eus, ha netra ken. Ha n’eo ket ur mousc’hoarzh goapaüs eo em eus graet, met ur mousc’hoarzh a zuojañs, o welet madelezh dispar an Aotroù Doue.
Meur a wech, er bibl santel, e welomp aelez o tegas o samm bara da dud santel. C’hwi zo unan anezho. O sellet ouzh ar maez. Sellit ! piv eo ar re-se a zeu etrezek ennomp ? Un den liammet e zaouarn a-dreñv e gein, daou soudard gantañ.

TREMEUR o sellet
Ul lampon eo ; ur muntrer bennak bet paket gant ar soudarded.