X Diviz

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Saint Brieuc, Moulerezh Sant Gwilherm, 1913
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

TREMEUR, AN ESKOB

AN ESKOB
N’eus mui nemet hon daou amañ. Displeg din, Tremeur, ar pezh az peus graet.

TREMEUR
N’eo ket diaes. Bet em eus, a-vihanik, ur garantez dispar evit hor Salver, ra vezo meulet. Her c’harout a ran a zeiz e deiz, muioc’h eget kent. Ar rouanez n’eo ket aes dezho ober o silvidigezh. Jezuz a zo en em c’hraet paour. Me en em raio paour diouzh e skouer. Er c’hiz-se paeañ a rin evit va fec’hedoù gant ar binijenn ha gant ar boan.

AN ESKOB
Piv en deus lakaet en da spered ar soñj mat-se ?

TREMEUR
Un ael eus ar baradoz, lugernus e zremm, gwenn-kann e sae, a zo en em ziskouezet din, a-wechoù, e-pad an noz, goude ma’z on bet trec’h d’an enebourien. Oc’h en em strinkañ war e zaoulin. Eskob karet, eskob santel, ho pennozh, mar plij, d’ar roue na vezo mui, hiviziken, nemet un den paour a vevo diwar an aluzenn.

AN ESKOB o lakaat e zaouarn war benn Tremeur
Tremeur, me az pennig a greiz va c’halon, en anv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered Santel. Sav, va mab, kae gant da hent, ha ped evidon.