Degemer mat war lec’hienn ar raktres Daskor ! Savet eo bet gant izili a-youl-vat ur gevredigezh. Ar pal a zo ganeomp : lakaat an darn vrasañ da anavout ha da vout lorc’h enno gant al lennegezh vrezhonek.

Emaomp war glask skridoù kuit a wirioù, hag o feurskrivañ a reomp hini hag hini diouzh an doare-skrivañ a-vremañ. Evel-se hon eus aozet dija 2177 skrid eus al lennegezh vrezhonek !

Kinnig a reomp deoc’h ar skridoù-se diouzh an aozer, diouzh ar rumm, diouzh an dodenn… Gallout a rit kaout an holl er stumm niverel, digoust, hag embannet hon eus un darn anezho e levrioù godell zoken.

Kinnig a reomp deoc’h ivez skorioù a bep seurt a-zivout al lennegezh vrezhonek (un istorig, buhez an aozerien…) hag a-zivout ar brezhoneg (skridoù divyezhek, tutorial brezhoneg…).

  • Loened (al)

    Ur vintinvezh, da foar vras Lesneven,
    Ar paourkaezh Tom a dorras e chadenn.
    Hogen e vestr, a-dalek ar beure,
    A yeas en hent, gant ul loen, d’ar foar-se.
    Dihun abred, ar c’hi Tom o gwelas
    O vont er straed, etrezek an hent bras.
    Teñval e benn, hag e lost war ziskenn,
    En ur c’houesa[at], setu da Lesneven
    Eñ da redet ; buna ec’h en em gavas,
    Lous e vlevenn gant poultrenn an hent bras.
    Pell e klaskas a-dreuz, a-gleiz, a-zehoù,
    E zaoulagad beuzet gant an daeroù,
    Pa deuas kerkent ur fallakr da grial…

  • Haroz (an)

    – Deomp, deomp, deomp, deomp, deomp, deomp, d’ar gad ?
    Deomp, kar, deomp, breur, deomp, mab, deomp, tad !
    Deomp ! deomp ! deomp holl ! deomp ’ta, tud vat !

    Mab ar c’hadour a lavare,
    ’Lavare d’e dad, ur beure :
    – Marc’hegerien war lein ar bre !

    Marc’hegerien o vont e-biou,
    Mirc’hed dindane, glas o liv,
    Oc’h hinteal gant ar riv !

    Stank-ha-stank, c’hwec’h-ha-c’hwec’h, e ri ;
    Stank-ha-stank, e ri, tri-ha-tri ;
    Mil goaf…

  • Bedenn (ar)

    En anv an Tad,
                          Hag ar Mab,
                                                Hag ar Spered-Santel.
                                      Ra vo evel-se !

                          •

    war an ton kembraek : Ar hyd y nos

    Pa zeraou an heol da sevel,
         – War an daoulin !
    Brasat levenez ’n em deurel
         War an daoulin !
    Dirak ar gouloù deut arre,
    Nag ur blijadur dispar eo
    Pediñ e douster ar beure
         War an daoulin !

    Kloc’h an Añjeluz a son[a] :
         – War an daoulin !
    Ar beleg…

Ruz pa ya,
Glas pa deu
Mat e gig,
Gwelloc’h e groc’hen
Mat e benn,
Gwelloc’h e empenn.

Al lin.

Feiz ha Breizh