Mestr ha mevel
Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Karaez, Moulerezh ar Bobl, 1913
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :
- Kinnig
- Va anv barzh
- Pedenn
- Karantez Vro
- ar Varzhed
- Devezh-hañv
- Breizh divarvel (1)
- Breizh divarvel (2)
- Korventenn
- Pezh a lavare Georges Sand
- Brec’h Helian
- Heñvelidigezh
- Beure lirzhin
- Yezh ar C’helted
- o Mor !
- an Euzhusañ tra
- Va ene
- Buhezusted hon Gouenn
- Stad al labourer douar
- Dihunomp !
- Chalmoù va Bro
- Kentoc’h mervel !
- D’ur c’henvreur
- Anken
- Breizhiz penn-kil-ha-troad
- O Heol !
- D’hon Breizh hepken !
- Reier Ploumanac’h
- 824-851
- Serr-noz
- Adsavidigezh Breizh
- ar Glañvourez yaouank
- da Loeiz Kerzilin
- Krenit !
- Bro Gerne
- Youloù Breizhiz
- da Germarker
- Breizh hag he mibien
- Esper Brizeug
- Me ’gar...
- Lorc’h a zo ennon
- Man da c’hortoz
- Huñvre ha gwirionez
- Menez-Bre
- an Amzer ’c’hall tremen...
- Va c’hoantiz
- Mestr ha mevel
- Banniel Breizh
- an Amzerioù zo arru
- Enez Eusa
Me a soñj din avat ez on o huñvreal !...
Penaos, Breton, te a garfe bout digabestr
Ha dieub ? ha terriñ va nerzh hag an hual
A zo stag ouzh da dreid ? Hola ! dit me zo mestr.
Selaou mat kement-se, o den rust ha dibenn !
Ya, dit me a zo mestr ! ha din te zo mevel !
Diragon serr da veg ha pleg izel da benn
Ha dilez ’vit va heuilh kozh douar da gavell !
Dilez ’vit va servij pried ha bugale !
Ha kerzh da vrezeliñ evidon hepdale
Er broioù gouez marvel evit kreskiñ va gloar !
Goude, mar bez bev c’hoazh, me az rekompañso
’Vel m’eo dleet en ur... brometiñ dit al loar !
Ha muioc’h en ez Preizh, muioc’h, me az preso !
Du 1911