Ya, siwazh ! truezus eo hirie stad hon Breizh
Ha Bretoned a zo hag a dro kein deomp-ni
Barzhed, o c’hoarzhin goap ouzh hon youloù ken reizh !
Met perak, o kenvreur ! perak fallgaloniñ ?

M’hon eus kenvroiz fall ken ez eo ur souezh,
Re vat hon eus ivez, asur, meur a hini,
Pere ’gar hon Labour hag a selaou hon mouezh !
Perak ’ta, o kenvreur ! perak fallgaloniñ ?

Hon yezh a zo muioc’h ’vit biskoazh enoret
Hag istor hon Tadoù studiet ha karet.
An amzerioù da zont ’zigor deomp o divrec’h.

Perak ’ta, o kenvreur ! perak fallgaloniñ ?
Hepdale, kred a’non, ar Spered Kelt ’vo trec’h
D’ar Spered Gall hudur a zinerzh hon Bro-ni !

          C’hwevrer 1911