O ! karomp ar Frankiz Bretoned her ha gouez !
Atô ’vit he diwall, atô bezomp war-sav !
Keit ma vezo ganimp ur c’hwezhadenn vuhez
Stourmomp holl eviti, kalonek, hep arsav !

Na kriz, na spontus eo, allaz ! bezañ karget
A chadennoù, lenvañ, huanadiñ c’hwerv
Ha gouzañv dirak sell an trec’her milliget !
Gwelloc’h ez eo mil gwech ha dousoc’h bout marv !

...’C’hanta ! set’ o deus c’hoant ar Frañsizien direizh
D’hon breviñ, d’hon flegañ dindan o gwaskadur...
Ha lezel ’refomp ’ne, paotred hep aon a Vreizh

D’ober d’o faltazi, hervez o flijadur ?
Nann ! Nann ! Kentoc’h mervel ’n ur enebiñ oute
’Vit bout, ’vel sklavourien, un deiz, renet gante !

          Genver 1903