Braster divent ar mor ! kened al lanneier !
Koantiri lugernus ar maezioù alaouret !
Gouezder an aodoù gwerc’h ! peoc’h don ar c’hoadeier !
Na frealzus ’oc’h-c’hwi da’m ene glac’haret !

Ma vije ret din-me ho tilezel da vat,
Ho tilezel ’vit mont ’trezek kêrioù Bro-C’hall,
Neuze va c’halon baour en em rannfe avat
Ha den ouzh ar marv na c’hellfe va diwall !

Met se n’arruo ket ! Ho karout a ran re,
O chalmoù diniver douar kuñv va c’havell !
En ho kreiz, hep arsav, ho kanin diere.

Ha va mouezh larg, ouzh mouezh ar c’hoummoù-mor heñvel,
Evit-se, a-wechoù ’n em raio ken tener
Hag hini ar bugel o lâret e bater !

          Ebrel 1904