Te ’soñj dit, Bro-C’hall, ez omp-ni,
Breizhiz, ur gozh ouenn dianket !
Ez omp holl, hirie, gallekaet
Ha sentus ouzh da vestroni !

Holla ! Kement-se ’vat n’eo ket
Na ne vezo ! Breizhiz leal
Hag anaoudek, Breizhiz feal
Hepken ez omp ! ha nann Franked !

Hag an ene a drid ’n hon c’hreiz
Na drid atô ’met evit Breizh
Hon Mamm-Vro gwir, hep eil, unik !

Gouvez mat eta, o Bro-C’hall !
Breizhiz a-grenn ’omp ’vel gwechall
Eus a oueled hon c’halonig !

          Ebrel 1911