Na me ’garfe gouzout perak emañ Bro-C’hall
’N’hon c’heñver-ni Breizhiz atô ken disleal !
Na me ’garfe gouzout perak ivez a gar
          Hon moustrañ ken digar !

Marteze ne gav ket dezhi he deus gwechall
Hon Fobl brezelekaet a-walc’h ’vit he diwall
Ouzh c’hoantezhioù diroll ha krabanoù gwadek
          Ar Saozon galloudek ?

Marteze c’hoazh he deus gwarizi ouzh hon yezh,
Ouzh hon lorc’h broadel pe ouzh hon nerzh zoken ?...
N’ouzon !... Met me a gred penaos hiviziken

E vije gwelloc’h deomp renañ hon tamm buhez
En ur virout hon gwad koulz hag hon holl vevder
D’hon Breizh karet hepken, ’vit kreskiñ he c’haerder.

          C’hwevrer 1903