an Amzerioù zo arru
Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Karaez, Moulerezh ar Bobl, 1913
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :
- Kinnig
- Va anv barzh
- Pedenn
- Karantez Vro
- ar Varzhed
- Devezh-hañv
- Breizh divarvel (1)
- Breizh divarvel (2)
- Korventenn
- Pezh a lavare Georges Sand
- Brec’h Helian
- Heñvelidigezh
- Beure lirzhin
- Yezh ar C’helted
- o Mor !
- an Euzhusañ tra
- Va ene
- Buhezusted hon Gouenn
- Stad al labourer douar
- Dihunomp !
- Chalmoù va Bro
- Kentoc’h mervel !
- D’ur c’henvreur
- Anken
- Breizhiz penn-kil-ha-troad
- O Heol !
- D’hon Breizh hepken !
- Reier Ploumanac’h
- 824-851
- Serr-noz
- Adsavidigezh Breizh
- ar Glañvourez yaouank
- da Loeiz Kerzilin
- Krenit !
- Bro Gerne
- Youloù Breizhiz
- da Germarker
- Breizh hag he mibien
- Esper Brizeug
- Me ’gar...
- Lorc’h a zo ennon
- Man da c’hortoz
- Huñvre ha gwirionez
- Menez-Bre
- an Amzer ’c’hall tremen...
- Va c’hoantiz
- Mestr ha mevel
- Banniel Breizh
- an Amzerioù zo arru
- Enez Eusa
O ! na pebezh dudi ! Na pebezh fouge reizh !
A garg hiriv an deiz kalonoù ar Gelted !
O ! na pebezh gaeder ! Na pebezh joaiusted
A ren erfin e-touez bugale an div Vreizh !
’Lec’h o deus, evit gwir, ’lec’h o deus da vezañ,
Muioc’h eget biskoazh, evurus ha lirzhin
Rak an amzerioù kaer diouganet gant Merzhin
A zo arru ! Dija Iwerzhon ar vrasañ
Eus o broioù kadarn, Iwerzhon, bet kouezhet
Ken izel, ’mañ dirak an holl ved souezhet
O paouez adkavout he frankiz a wechall.
Ha gant un nerzh nevez, bremañ he c’hoarezed
Cymru ha Skos ha Breizh ha memes Kernewall
A aoz ivez, dindan bleinadur ar varzhed,
An emgann meur hep lazh o rento dishual.
Mae 1912