Pontcallec ha Montlouis ! Talhouet ha Du Couëdic !
Broadelerien valc’h ! Harozed virvidik !
Hoc’h anvioù a zo da viken garanet
          E kalonoù ar Vretoned !

Rak n’hellont ket ankouaat ho peus ’pad ho puhez,
’Vit frankiz o Mamm-Vro, hep arsav, stourmet gouez,
Na kennebeut ez oc’h bet ’vit-se dibennet
          Gant ar Gall yud e kêr Naoned,

Gant ar Gall kriz, gant ar Gall sot, gwir den a breizh,
Entanet a gounnar bewech ma tigor Breizh
D’an esper kuñv he daoulagad leun a zaeroù.

An amzer ’c’hall tremen, ouzh he heuilh ar marv
Hep trugarez, n’eus forzh, merzherien veuleudus* !    [veuleudius] 
E-touez ar Vretoned, ho koun zo peurbadus.

          Here 1910