Ar Vreizhiz a fell d’e gwelet o langaj kaer1
Doujet gant an estren ! Desket d’ar vugale
’N o skolioù, ha komzet eus ur penn d’egile
          Eus o gourenez ker !2

Breizhiz a fell dezho mirout krenn o gizioù,
En em unaniñ start ’vit bezañ didrec’hus,
Ha gwelet o tridal o bannieloù luc’hus
          War lein o menezioù !

Ar Vreizhiz a fell d’e3 bout gante hoc’h unan
Renet gant poell, hervez spered o Gouenn, ha nann
(Evel emaint hirie) ’enep d’ar skiant vat !

Ar Vreizhiz a fell d’e3 erfin gwelet o Bro
’Mesk ar Broadoù meur o kemer renk da vat,
Nerzhus ’vel he reier ! ha sonn ’vel he derv !

 

1 Ar Vro :

Breizhiz a fell dezho ma vezo o yezh kaer

2 Ar Vro

Dimeus o douar ker !

3 Ar Vro :

Breizhiz a fell dezho