embannet e Breizh divarvel :

Yezh a gane gwechall war o zelennoù dir
Aneurin ha Gwenc’hlan, Ossian ha Merzhin !
Yezh a gan hirie c’hoazh en o gwerzioù lirzhin
Howa-Môn ha Berthou, Gwynn Jones ha Taldir !

Setu ’neus c’hoant ar Gall da’z mougañ en hon Breizh !
Hogen, ar paourkaezh sod ! Kaer ’neus bezañ nerzhus,
Ne zeuio ket a-benn eus e dorfed euzhus,
Kalonoù birvidik ’lamm atô en hon c’hreiz !

Ha n’eo ket evit man ! Prest ’omp hiviziken
Da skuilh hon gwad betek an diwezhañ takenn
Evidout mard eo ret, o yezh kozh ! o yezh kaer !...

Gellout ’rez ’ta bezañ dinec’h ha dianken
Rak en despet da yev milliget ar gwasker
Enoret en hon touez, te ’vevo da viken !!!

          Kerzu 1903

 

     embannet e Ar Vro :

          da’m mignon ker Evnig Arvor

Yezh a gane gwechall e goueled al lannoù
Pe dirak ar mor don Osian ha Merzhin !
Yezh a gan hiriv c’hoazh, evurus ha lirzhin,
Gwynn Ioan ha Taldir en o c’hanaouennoù !

Setu ’neus c’hoant ar Gall da’z mougañ en hon Breizh !
Hogen, ar paourkaezh sod ! kaer ’neus bezañ nerzhus
Na deuio ket a-benn eus e dorfed euzhus.
Kalonoù dir ha taer a lamm atav ’n hon c’hreiz !

[...]