Te da unan, Armor, eo bro va huñvreoù.
Pa gousk an den, e-kreiz an noz du, va ene,
’Trezek da lanneier didrouz ha da vorioù,
A nij, hep aon ebet ouzh yudoù an arne.

Hag ’us dezho p’arru, diskenn a ra, joaius,
’Vit koroll ’sambles gant an duzedigoù,
Pe ’vit en em deuler e divrec’h likaouüs
Ar morgwragez a gan war c’horre ar gwagoù.

Ha pa ’neus tañveet a-walc’h d’o lidoù gouez,
Muioc’h eget biskoazh naonek a visterioù,
Adkemer ’ra e nij, en avantur-Doue.

Betek ma son kloc’h an dihun ’barzh an tourioù
Ha ma skuilh an heol aour o sevel er pellder
E vannoù lugernus war an douar seder.

          Gouere 1906