[Ar Vro : D’an aotroù Delafargue « Brazh Tremener »]

Biken daoulagad ar merc’hed
Na’m lakfont da huanadiñ,
Rak da Vreizh-Izel ’meus roet
Va holl garantez gant dudi.

Chalmoù skedus ar merc’hed kaer,
’Vel re ar bleunioù zo marvel !
E-lec’h re Vreizh va c’hoantiz ker
A zo padus ha divarvel !

Kerdenigoù va zelennig
Ha nervennoù va c’halonig
A zaskren1 ’viti a-gevret.

Hag a zaskreno hep paouez
Hag hep fallaat, ’hed va buhez,
Rak feal dezhi ’vin bepred.

 

          Meurzh 1909

 

1 daskrenañ : vibrer e galleg