Mataliz ! lesanv va gourdadoù karet,
Lesanv o deus holl douget ’pad o buhez
Gant kement a herder ! hag a zoug c’hoazh hirie
E kêrig Lannuon, va zad-kozh enoret !

Setu em eus ivez da’m zro da gemeret
’Vit bout va anv barzh ! Keit ma ’n devo truez
Dimeus va c’horfig paour an Ankoù mut ha gouez,
Ganin, hep ’fallaen, hep gwander, ’vel m’eo ret,

’Vi douget m’hen tou kreñv ! O lesanv lirzhin !
Lesanv dudius ! Rak war sav a vezin,
Bemdez evit difenn kalonek ha dalc’hmat,

Evit difenn ar Gwir ! Evit difenn ar Mad !
Ha spered keltiek* Breizh-Izel va Bro goant    [Ar Vro : hep kailhar] 
Ken hegaset hirie gant ar Gall diskiant !    [Ar Vro : gwall gaset] 

 

          Gwengolo 1908