embannet e Breizh divarvel :

A-hont, ’n ur c’helc’h gwadek, an heol ruz baleer
A gouezh ! hag ar sioulded war al lann a ziskenn
Asambles gant an noz. Ne glever bremañ ken
An heklev o tridal ouzh gwerzhioù ar mesaer.

Hep trouz, un aezhenn flour-meurbet a nij en aer.
A-wechoù, ’kreiz ar peoc’h, mouezh pell ar gwagennoù
A sav leun a anken ! hag o c’hlemmadennoù
A luskell dudius va ene huñvreer.

E donderioù an neñv hep diwezh, goustadik,
E tigor ar stered o daoulagad lirzhin.
Gwener ha Meurzh, dresit-holl, a sell skedus ouzhin.

Ha pep enkrez nijet, evit ur pennadig,
Pell diouzh va c’heuz, en em lakan, a vouezh-izel,
Da ganañ tenerik ar « C’housk, o Breizh-Izel » !

          Eost 1907

 

     embannet e Ar Vro :

 

          D’an aotroù Maréchal « Bleiz Lanvaoz »

Ahont ’n ur c’helc’h gwadek an heol ruz baleer
A gouezh, ha gant an noz, war al lann a ziskenn
Ar sioulded, hag a-dreuz d’ar vro na glever ken
An heklev o tridal ouzh kan ar mesaer.

Un aezhenn flour ha skañv, hep trouz, a nij en aer,
A-wechoù ’kreiz ar peoc’h mouezh pell ar gwagennoù
A sav leun a anken, hag o c’hlemmadennoù
A luskell dudius va ene huñvreer.

A-us da’m fenn, e bolz an neñvoù, goustadik,
Ar stered a zigor o daoulagad lirzhin ;
Gwener ha Meurzh, dreist-holl, a sell skedus ouzhin.

Ha pep enkrez nijet, evit ur pennadig,
Pell eus va c’heuz en em lakan, a vouezh izel,
Da ganañ tenerik son ar « C’housk, Breizh-Izel »...