[Ar Vro : da’m mignon, ar barzh Bodlann] 

Ur skrivagnerez c’hall goude bezañ lennet
Oberoù Kermarker a vanas* estonet    [Ar Vro : a chomas] 
Rak na ouie tamm ’bet, emezi, oa e Breizh
Gwerzioù ken ijinus, ken uhel ha ken reizh.

Na ouie tamm e oa Pobl rust ar Vretoned
Gouest da sevel barzhonegoù ken awenet.
Kinnig Nomenoe d’he soñj a oa kaeroc’h
Mil gwech ’vit an Iliad, daoust d’añ da vout berroc’h.

Dre-se, leun he c’halon a zoujañs ouzh hon gouenn    [Ar Vro : ’vit] 
Ha ’vit he lennegezh, dre-holl hi ’lavare
Ar gerioù nerzhus-mañ : « Neb a zoug ur bluenn,

Neb a gar e Vamm-Vro hag a zo diere
Pa zegouezh d’añ tremen e-bioù da Vreizhidi,
’Dleje atav lemel e dog d’o saludiñ. »

          Kerzu 1910