[Ar Vro : d’an drouiz-veur « Kaledvoulc’h »]

Ior* azeulet ! Ior galloudus !    [Anv a veze graet eus Doue gant barzhed gwechall] 
O kemer damant ouzhimp-ni !
Lak an esper da zihuniñ
En hon c’halonoù hirvoudus !

D’hon barzhed kadarn, ro skoazell
Evit ma c’hellfont kas da vat
O labour santel, ha kreñvaat
Spered enorus Breizh-Izel !

Ro, ’vel gwechall-gozh, d’hon divrec’h
An nerzh dall ret ’vit kaout an trec’h
War hon holl waskerien c’harv !

Skuizh ez omp o c’houzañv, o mestr !
Ro deomp-ni ur Vro digabestr
          Pe ar marv !!!

 

          Genver 1910