embannet e Breizh divarvel :

O mor glas ! Mor treitour ! Mor yud ! Mor disleal !
Pa glevan da goummoù goapaüs o youc’hal
Tro-war-dro d’ar reier a c’houriz va Bro gaezh
Raktal e sav da’m fenn tan ar vuanegezh !

Nag a besketaerien ! Nag a vordeidi
A zebrez gant eurvad, siwazh ! Ha gant dudi,
Nag a zaeroù c’hwerv da fulorioù direizh
A lak da ruilh ken puilh en holl dier a Vreizh !

Petra, lâr din, zo kaoz ma’z out ken didruez
Ha ken fall e-keñver an Arvoriz, mor gouez ?
Penegwir droug ebet dit biskoazh n’o deus graet.

Spontus ha dinatur e kavan da grizder
Ha n’ez on ket evit kompren perak bepred
E karont ac’hanout gant kement a vevder !

         Here 1905

 

     embannet e Ar Vro :

O mor islonkus ! Mor yud ! Mor disleal !
Pa glevan da goummoù goapaüs o youc’hal
En-dro d’ar c’herreg du a c’houriz va Bro gaezh,
Raktal e sav da’m fenn tan ar vuanegezh !

Hep abeg noz ha deiz, nag a verdeidi
A zebrez gant eurvad, siwazh ! ha gant dudi !
Nag a zaeroù c’hwerv a lakez da redek
E-touez an Arvoriz nerzhus ha talvoudek !

Petra, lâr din, zo kaoz, ma’z out ken didruez,
Ken divat ha ken fall ’n o c’heñver, o mor gouez ?
Penegwir droug ebet dit biskoazh n’o deus graet !

Spontus ha dinatur e kavan da grizder,
Ha ne n’on ket evit kompren perak bepred
E karan ac’hanout gant kement a dommder !