Mojennig

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Ar Vro, 08/1908
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

          da Yann Kerper (Choleau)

« Va daoulagad skuilhit daeroù,
An teatr breton zo marv !
Ha douaret e vo warc’hoazh
A-raok an deiz, siwazh ! siwazh ! »

N’en deus ket pell setu penaos
E hirvoude da hanternoz
’Kreiz un huñvre foll ha direizh
Ur skrivagner brudet eus Breizh !

Met gwall abred, deus ar beure,
Bepred dindan taol e huñvre,
Dihunet erfin pa savas

War e daol tev petra ’gavas ?
Pezhioù-c’hoari nevez dre gant
Holl e brezhoneg skrivet ’oant !...