embannet e Breizh divarvel !

O menez meur ha gouez ! O menez glorius !
Bez alaouret Gwenc’hlan ! Tron uhel sant Herve !
Gant doujañs ha gant lorc’h, en o gwerzioù nevez,
An holl varzhed a veul da gaerder dudius !

Menez-Bre ! O menez barzhonius an Tregor !
Ouzhit pa sellan-me, pell diouzh va c’halonig,
Melkoni ha preder a dec’h kuit buanik
Ha d’an Awen, raktal, va ene a zigor !

Te eo, o menez sakr ! Gwyddfa1 hon Bretoned ;
Kermarker ha Luzel, Yann ar Gwenn ha Rannou
O deus evet, un deiz, eus dour da vammennoù.

Ha setu, marteze, perak o deus kanet
Ken tener ha ken brav ha ken reizh war un dro,
E-pad o buhez holl, Breizh-Vihan o Mamm-Vro !

          Du 1902

1 Parnas barzhed Cymru

 

     embannet e Ar Vro :

          d’ar barzh Abalor

O menez kran ha sioul ! O menez dudius !
Bez alaouret Gwenc’hlan ! Tron uhel Sant Herve,
Nag ez oc’h koant ha kaer !... En o gwerzioù nevez
Holl barzhed an Arvor ho meul atav, joaius !...

Menez Bre, o menez barzhonus an Tregor,
Davedoc’h pa daolan ur sell, ur sell hepken
Pell eus va c’hreiz e nij buanik an Anken
Ha d’an Awen raktal va ene a zigor !

C’hwi zo, o Menez sakr, Parnas ar Vretoned,
Kermarker ha Luzel, Yann Ar Gwenn ha Rannou
A dorras o sec’hed da zour ho mammennoù.

Ha setu ’vit perak, marteze, ’deus kanet
Ken tener ha ken c’hwek, ken dispar ha ken reizh
E-pad o holl buhez, douar enorus Breizh !...