Kan brogar

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Ar Vro, 02/1914
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Da lorc’h a zo va lorc’h, da eurvad va hini,
O Breizh ! ha da youloù va youloù me ivez.
Me ’gan pa out joaius, hogen ar velkoni
Hag an daeroù a zo va lod pa c’houzañvez.

Rak em c’horf da ene kizidik ha tener
A zaskren ha da wad em gwazhioù a red,
Ha va c’halon garus, a daolioù gwall bounner,
Em c’hreiz, ’vidout a sko buan, a sko bepred.

Met un deiz e torro. Neuze en ez tivrec’h
Me a garje mervel. Pegoulz e vezo trec’h
Da’m buhez an Ankoù didruez ha bouzar ?

Ne vern ! Pa vezo deut an eur, hep keuz ebet,
Er fos e tiskennin, va Bro, eürus-meurbet
Pa rin-me c’hoazh enni lodenn eus da zouar.