Kan brezel

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Ar Vro, 05/1907
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

          d’ar Yeoded-Bocher
          war ar c’hantik Pec’het em eus

Labourerien ha tud desket,
A-walc’h ’vel-se hon eus kousket,
Hor gouenn dinamm a zo gwasket !

    Diskan

    War sav Breizhiz kreñv ha feal
        Ti hou hou hou hou...
    Mar fell deomp bevañ dishual
        Ti hou hou hou hou...

Pell eus hor c’hreiz ar velkoni !
Deut eo an eur evidomp-ni,
Deut eo an eur da zihuniñ !

Noz-deiz siwazh hon Mammig-Bro
War he dismantroù ’skuilh daeroù
Hag en ur c’hortoz ar marv !

Trist eo hor stad !... N’eus forzh Bro-C’hall
Na ehan ket d’hon disfial
Ha d’hor moustrañ gwashañ ma c’hall.

Ar Brezhoneg hor paourkaezh yezh
A zo argaset hep paouez
Gant he skolaerien didruez !

Pezh a garomp ’neus kailharet
Hag hor frankizioù ken karet
A zo bet ganti douaret !

Kasoni ’neus ouzh hor gizioù !
Ha daoust da gounnar hor mouezhioù
A gresk c’hoazh he c’hoantegezhioù !

Poent bras eo deomp sevel hon fenn
Ha ’n em vodañ evit difenn
Hêrezh hon Tadoù ! Torr e benn !!!