O Heol !
- Kinnig
- Va anv barzh
- Pedenn
- Karantez Vro
- ar Varzhed
- Devezh-hañv
- Breizh divarvel (1)
- Breizh divarvel (2)
- Korventenn
- Pezh a lavare Georges Sand
- Brec’h Helian
- Heñvelidigezh
- Beure lirzhin
- Yezh ar C’helted
- o Mor !
- an Euzhusañ tra
- Va ene
- Buhezusted hon Gouenn
- Stad al labourer douar
- Dihunomp !
- Chalmoù va Bro
- Kentoc’h mervel !
- D’ur c’henvreur
- Anken
- Breizhiz penn-kil-ha-troad
- O Heol !
- D’hon Breizh hepken !
- Reier Ploumanac’h
- 824-851
- Serr-noz
- Adsavidigezh Breizh
- ar Glañvourez yaouank
- da Loeiz Kerzilin
- Krenit !
- Bro Gerne
- Youloù Breizhiz
- da Germarker
- Breizh hag he mibien
- Esper Brizeug
- Me ’gar...
- Lorc’h a zo ennon
- Man da c’hortoz
- Huñvre ha gwirionez
- Menez-Bre
- an Amzer ’c’hall tremen...
- Va c’hoantiz
- Mestr ha mevel
- Banniel Breizh
- an Amzerioù zo arru
- Enez Eusa
embannet e Breizh divarvel :
Heol aour ! roue an deiz ! Reder koant ha skedus !
O te hag a zisfi an arneoù garv,
Falc’h kriz an Ankoù yud ha c’hwervder an daeroù !
Eus a belec’h ’teu dit da sklêrijenn badus ?
Pa darzhez en dremmwel, ar sterennoù dister
En em guzh e donder divent an neñvoù glas !
Ha rouanez an noz ivez ’dec’h trumm, allaz !
Diragout, o Priñs meur ken uhel ha ken taer !
C’hoarzhin ’rez koulskoude d’hon elfennig Douar,
Breuzet-holl, noz ha deiz, en ur mor a c’hlac’har !
Da vannoù tomm zoken ’had ennañ ar vuhez.
Ha ni, e vibien wan, ’baouez da hirvoudiñ,
Meur ’wech, ’vit, anaoudek, kanañ da veuleudi,
O heol madelezhus ! karet ’vel un doue.
Gwengolo 1902
embannet e Ar Vro :
Heol aour, roue an deiz, reder koant ha skedus,
O te hag a zisfi an arneoù garv,
Falc’h kriz an Ankoù yud ha c’hwervder an daeroù,
Eus a belec’h ’teu dit da sklêrijenn badus ?…
Pa ho kwelont, raktal, ar stêrennoù dister
’N em guzh e donderioù divent an neñvoù glas,
Hag al loar ivez a dec’h buan, allaz !
Diragout o Priñs-Veur ken didorr ha ken taer !
C’hoarzhin ’rez koulskoude d’hon faourkaezh tamm douar
Beuzet holl noz ha deiz en ur vor a c’hlac’har !...
Da vannoù tomm ha ruz warnañ ’skuilh ar vuhez.
Hag ar bediz doujus ’baouez da hirvoudiñ
Meur a wech, ’vit kanañ gant nerzh da veuleudi
O Heol madelezhus, karet ’vel un doue !