embannet e Breizh divarvel :

Heol aour ! roue an deiz ! Reder koant ha skedus !
O te hag a zisfi an arneoù garv,
Falc’h kriz an Ankoù yud ha c’hwervder an daeroù !
Eus a belec’h ’teu dit da sklêrijenn badus ?

Pa darzhez en dremmwel, ar sterennoù dister
En em guzh e donder divent an neñvoù glas !
Ha rouanez an noz ivez ’dec’h trumm, allaz !
Diragout, o Priñs meur ken uhel ha ken taer !

C’hoarzhin ’rez koulskoude d’hon elfennig Douar,
Breuzet-holl, noz ha deiz, en ur mor a c’hlac’har !
Da vannoù tomm zoken ’had ennañ ar vuhez.

Ha ni, e vibien wan, ’baouez da hirvoudiñ,
Meur ’wech, ’vit, anaoudek, kanañ da veuleudi,
O heol madelezhus ! karet ’vel un doue.

          Gwengolo 1902

 

     embannet e Ar Vro :

Heol aour, roue an deiz, reder koant ha skedus,
O te hag a zisfi an arneoù garv,
Falc’h kriz an Ankoù yud ha c’hwervder an daeroù,
Eus a belec’h ’teu dit da sklêrijenn badus ?…

Pa ho kwelont, raktal, ar stêrennoù dister
’N em guzh e donderioù divent an neñvoù glas,
Hag al loar ivez a dec’h buan, allaz !
Diragout o Priñs-Veur ken didorr ha ken taer !

C’hoarzhin ’rez koulskoude d’hon faourkaezh tamm douar
Beuzet holl noz ha deiz en ur vor a c’hlac’har !...
Da vannoù tomm ha ruz warnañ ’skuilh ar vuhez.

Hag ar bediz doujus ’baouez da hirvoudiñ
Meur a wech, ’vit kanañ gant nerzh da veuleudi
O Heol madelezhus, karet ’vel un doue !