embannet e Breizh divarvel :

Breizhaded a zo c’hoazh, dre vil, hirie an deiz,
Ha na ouzont, allaz ! man eus ar pezh a sell
Ouzh istor meuleudius ha kadarn Breizh-Izel,
O Mamm-Vro, bet gwechall ken doujet koulskoude !

Ar re-se pa ra goap oute ar Gall divezh,
Pa lâr dezho n’ez int ’met gouezidi pennek,
Pe pa dro kein dezho pa gomzont brezhoneg,
Ar re-se holl a bleg o fennoù gant ar vezh !

Hogen ar Vreizhiz vat, pere ’deus gant preder
Studiet ’n istor-se dreist an holl benniget,
O daoulagad a luc’h, a sked leun a herder

Ha dirak o flammoù ar gwasker milliget
A zigor gant souezh e veg ha buanik,
A souz en ur grenañ, evel ur plac’h aonik.

          Here 1907

 

      embannet e Ar Vro :

Kalz a Vretoned a zo c’hoazh hirie an deiz,
Ha na ouzont allaz ! man eus ar pezh a sell
Ouzh istor meuleudius ha kaer o Breizh-Izel,
Bet gwechall-gozh ken bras ha ken kaer koulskoude !

Ar re-se pa ra goap oute ar Gall divezh,
Pa lâr dezho n’int ’met gounezidi pennek,
Pe pa dro kein dezho pa gomzont brezhoneg,
Ar re-se holl a soubl o fennoù gant ar vezh !

Met ar Vretoned vat, pere ’deus, gant preder,
Desket an istor-se dreist an holl benniget,
O daoulagad a luc’h, a sked leun a herder !

Ha dirak o flammpù, ar gwasker milliget
A zigor e veg balc’h gant souezh, ha buanik
A souz en ur grenañ evel ur plac’h aonik.