Kenavo, tadig kaezh ! Kenavo, mamm garet !
Kenavo, mor trouzus, mor ha na welin ken !1.
Aodoù gouez ! reier du ha lannoù alaouret !
Pradeier ! hentoù kleuz, adeo da virviken !

Ar marv en-dro din, ’hed an noz, ’hed an deiz
’Nij atav ha va spont ! ha me ken pur ! ken koant !
N’eus forzh ! barnet ez on da vervel !... koulskoude
Da vevañ un tamm c’hoazh, o ! nag em bije c’hoant !2

Dreist-holl bremañ pa ruilh an heol ’us d’ar maezioù,
Pa gan flour an evned, pa vleugn ar menezioù,
Pa hirvoud an aezhenn e-kreiz ar c’hoadoù don !...

Met an Ankoù digar, allaz Doue ! zo dall
Ha warc’hoazh ’vo klevet ar c’hleier o tintal,
E tour kozh an iliz, ur c’hlaz yen evidon ! 3

 

1 Ar Vro :

O tadig kozh, adeo ! adeo o mamm karet !
Adeo mor islonkus ! mor ha na welin ken

2 Ar Vro :

Da vevañ un tamm c’hoazh, o nag am bije c’hoant !...

3 Ar Vro :

E tour kozh ar Valy, ur c’hlaz yen evidon !!!