embannet e Breizh divarvel :

Euzhus eo gwelet ar mor bras
En e fulor e beg ar Raz
O lonkañ laouen, hep truez,
Ar pesketaer leun a vuhez.

Euzhus eo gwelet en hon touez
An naon o ren, digar ha gouez,
Euzhus eo gwelet an oraj
O trailhañ ar vro gant arraj.

Ha dirollet an doureier
O veuziñ parkoù ha tier,
Met euzusoc’h c’hoazh eo gwelet

Arvoriz yud ha penn gollet
O werzhañ da Vro-C’hall direizh,
Evit enorioù gwak, o Breizh.

          Here 1904

 

 

     embannet e Ar Vro :

Euzhus eo gwelet ar mor bras
’Kreiz e fulor, e beg ar Raz,
Pa lonk joaius ha didruez
Ar pesketaer leun a vuhez !

Euzhus eo gwelet en hon touez
An naon o ren digar ha gouez,
Hag an arne kreñv ha garv
Pa zrailh an ed hag an derv !

Euzhus eo gwelet an argad
Pa strak ar poultr, pa ruilh ar gwad,
Met euzhusoc’h c’hoazh eo gwelet

Bretoned yud ha disleal
O werzhañ Breizh an dud kalet
Evit enorioù da Vro-C’hall !!!