E-kreiz mor brumennus an hanternoz, kollet,
Enez Eusa, enez an euzhusted, evel
En ur c’havell a hun ! Hep arsav luskellet
Gant krozmol ar c’hoummoù ha yud gouez an avel.

’Mesk ar reier, goloet holl a vorvrini,1
E vev paotred hardizh, hep aon ’rak an arne,
Ha merc’hed koant ha fur, met leun a velkoni
Ha gant broud an anken strafuilhet o ene.

Rak tro-war-dro dezhi ar morwragez daonet
A gan flour hag a chalm o selloù entanet,2
O c’halonoù da galz eus he mordeidi

Pere, un deiz pe zeiz, en em daol gant dudi
’N o divrec’h ’vit gellout (hervez an danevell)
Tañvat ur pennadig d’o c’harantez marvel !

 

          Gwengolo 1907

 

1 Ar Vro : 

’Mesk ar reier, a nij ’us dezho morvrini,

2 Ar Vro :

A vouskan hag a chalm o selloù entanet,