embannet e Breizh divarvel :

Dihunomp ! O Kelted Breizh-Vihan ha Tramor !
Setu an amzerioù diouganet gant Merzhin
O tonet ! Dihunomp ! hag en daou du d’ar mor
Unanomp hon daouarn ha kanomp holl, lirzhin !

Kanomp holl, en ur vouezh, ar Vro gozh ma zadoù,
Hon c’han broadel kaer ! ha diskwelomp timat
D’ar Saozon ha d’ar Gall ha d’an holl Vroadoù
Ez omp ur Ouenn atô ! ur Ouenn hag a zalc’h mat !

Diskwelomp d’e hon eus hirie evel gwechall
C’hoant da vevañ e peoc’h, difank ha dishual
’N hon c’hoadoù kozh derv, n’hon lannoù torgennek !

Dihunomp ’ta ! Deut eo an eur paotred pennek !
Dihunomp ! ha war-sav ! War-sav evit hon Bro !...
Enez Aval a drid e-kreiz ar mor garv...

          Even 1902

 

     embannet e Ar Vro :

          da Loeiz Herrieu

Dihunomp o Kelted Breizh-Vihan ha Tramor,
Setu an amzerioù diouganet gant Merzhin
O tonet !... Dihunomp ! nag en despet d’ar mor
Unanomp hon daouarn ha kanomp holl lirzhin !

Kanomp ar c’han dispar a gane hon tadoù
A-raok mont d’ar brezel ! ha diskwelomp* timat    [diskouezomp ?]
D’ar Saozon ha d’ar Gall, ha d’an holl broadoù
Ez omp ur ouenn atav ! ur ouenn hag a dalc’h mat.

Diskwelomp d’e hon eus, hirie evel gwechall
C’hoant da vezañ difank, difank ha dishual
’N hon c’hoadoù gouez ha du, ’n hon lannoù torgennek !

Dihunomp ’ta ! Deut eo an eur paotred pennek,
Dihunomp ha war sav ! war sav evit hor Bro !!!
Enez Aval* a drid e-kreiz ar mor garv !...    [Enez Aval : e pehini eo beziet ar roue Arzhur.]