Un deiz da ziskuizhañ, goude ur bale hir,
Chalmet, ec’h azezis en ur vrugeg joaius ;
O c’henel oa an hañv, ha bannoù dudius
An heol a beurdomme kein kalet ar vein-hir.

War c’horre pep tosenn, bagadoù niverus
A zeñved a beure ur geot leun a c’hwezh-vat,
Hag en disheol teñval an derv, gant eurvad,
Ar mesaer a soñje d’e goantiz jodoù ruz.

Ne oa dre-holl nemet gaeder ha levenez1
Ar wenanenn e-mesk ar bleunioù ’zafrone
Keit ma nije didrouz ar valafenn seder ;

An eostig, evurus, a-bouez-penn ’richane.
Mouezh ledan ar c’horn-boud ’zistone er pellder
Hag an holl heklevioù, pennfollet, a gane !

 

          Gouere 1907

 

1     Embannet e Ar Vro :

Dre-holl e rene, flamm ha taer, al levenez ;
Ar wenanenn e-mesk ar bleunioù a fraoñve