daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Monumantoù ken ourgouilhus ar Romaned,
Mac’herien koz hon ras, emaint holl dispennet,
Re hon Tadoù, avat, o fennoù a sav c’hoazh
E peoc’h al lanneier ken dinec’h ha biskoazh !

O latin flour, nemet en ilizoù hepken
Na son mui ! Marv eo ivez da viviken !
E-lec’h hol langaj-ni ken kozh : ar brezhoneg,
A vez komzet atô ’n hon maezioù torgennek !

Hep poan ebet, erfin, an amzer zo bet trec’h
D’o spered fougeüs, daoust da nerzh o divrec’h,
D’o galloud, d’o ijin ha d’o c’halonder gouez !

Trec’h e vo memes tra d’hon gwaskerien hirie ;
Ha dirak testenioù diskaret o braster
Hon Gouenn a skedo c’hoazh nerzhus ha dibreder !

          Du 1903