Kar ’neus da enebour diskiant ha bourdus
Krediñ penaos brema[ñ] n’out ’met ur c’horf marv
Dindan e hualoù, n’eus forzh ! mamm c’halloudus,
Lez gant ar Gall digar e gredennoù garv,

Ha bez dinec’h ! Rak ni da vibien diniver,
Ni holl da vugale, da Vretoned leal
Ez omp war sav bemdez prest d’ober hon dever
A vrogaerien gouez, ’vel hon Tadoù gwechall,

Da’z virout pizh, hep aon, ouzh dent al leoned,
Ouzh an islonkoù don ha da skuilh gwad hon c’hreiz,
Gant dudi, mard eo ret, o Mamm-Vro garet Breizh

’N ur ziwall nann hepken da enor, da c’hened,
Nann hepken da yezh ker ha da spered kerreizh
Met ivez da c’hizioù ha da frankizioù reizh.

          Even 1912

          [Ar Vro : Azay-le-Rideau]