Bro ar bleunioù melen, bro gozh an telennoù,
Bro sakr Nevenoe, o Breizh-Arvor ! evel
Reier da aodoù glan ha mein-hir da lannoù,
Te a zo, hep arvar na doutañs, divarvel !

Ya, bro ’n emgannoù meur, broad leun a veurder,
Te a zo divarvel ! Da zouar avelek
A ro buhez bepred, gant ar vrasañ preder,
Da harozed uhel ha da varzhed poellek,

Da wir varzhed a ouenn, ’vel biskoazh awenet,
A zihun, a entan, dre o gwerzioù tanet,
Dre o sonioù tener hag o frezeg nerzhus

Kalon fur met klouar da Bobladig karet.
Ya, te zo, Breiz ar feiz, divarvel, difaezhus !
Padelezh da Istor n’hall ket bezañ torret.

 

Sonnig bet loreet e 1912 gant Unvaniezh Arvor en he c'henskrivadeg sonioù a c'hiz kozh.