da Even (Kar e Vro)

Pa vez bras an tommder, me ’gar neuze monet
Da soñjal pe da lenn e koad Brec’h Helian.*1.    [Breselien]
Eno, e disheol fresk he delioù e klevan
O hirvoudiñ mouezhioù an amzer tremenet !

Nag a varzhed, a-hed e wenodennoù moan
O deus taolet d’an neñv o barzhaz entanet !
Nag a varc’heien taer ivez a zo ganet
’N he c’hreiz evit diwall enor hon Breizh-Vihan ?

E lannoù torgennek, e draoniennoù lirzhin
Hag e runioù ’vir c’hoazh, dinamm en o feoc’h don2
Koun padus Vivian, Arzhur Meur ha Merzhin ?

Hag, evel pa oant bev, dour feunteun Barenton
En ur bokañ d’ar brugoù a gan atav laouen
Noz ha deiz, hep ehan, e dammig kanaouenn !

          Gouere 1905

 

Ar Vro :

Pa’z eo bras an tommder, me ’gar neuze monet
Da lenn, pell eus pep trouz, e koad Brec’h Helian

2 Ar Vro :

Hag e runioù a vir dinamm, en o feoc’h don