daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Drant ha lugernus, er pellder,
An heol a bign ’us d’ar menez
Ha, dihunet, va Bro seder
’Sell en ur bediñ ouzh an neñv.

War he lannoù, he farkoù ed,
Un aezhenn flour a c’hwezh... a c’hwezh...
Hag an evned o klask o boued
A vouskan laouen, hep paouez.

Ar brugoù dister, liv gant gwad,
Ar bleunioù balan glizhennet
A laosk en-dro din o c’hwezh-vat

’Keit ma kerzhan mezhevennet*,    [mezvet] 
Penn-bazh en dorn, hag an ene
Peurleun a beoc’h, a levenez.

          Eost 1902