O banniel benniget ! Arouez digailhar Breizh !
Bewech ma sellan ouzh da erminigoù flamm,
Bewech, va c’halonig a wir Vreizhad a lamm
Gant fouge ha gant stad ha gant dudi em c’hreiz !

Pa strakez en avel, me ’gred eo va Mamm-Vro
A glevan o c’hervel he mibien hirvoudus
D’en em unaniñ start ’vit bezañ galloudus,
Hag hep aon dirak nerzh ar Frañsizien c’harv !

Hec’h ene ’n ez plegoù a zaskren birvidik.
Ar Vreizhiz a dle ’ta, en-dro dit, ’n em strollañ.
Hep gortoz tamm ebet hag hep troidellañ

Ma fell d’e kaout ur Vro nerzhus ha pinvidik
En amzer da zonet ; bev-buhek ’vel gwechall
Ha dieubet a-grenn eus damani Bro-C’hall !