embannet e Breizh Divarvel :

Ar varzhed a zo tud a furnezh, a vevder
Ha pere ’deus touet, gant ar vrasañ herder,
Da vout ’pad o buhez difennourien dalc’hus
Ha gouez Keltia gozh o Mamm-Vro dudius.

Ne grenont dirak man ! Ne stouont dirak den !
« Ar Gwir ’enep d’ar Bed ! » setu o youc’hadenn.
Labourat ’reont holl hep arsav, hep ehan
Da gelenniñ pobloù Breizh-Veur ha Breizh-Vihan.

Eus pleg-mor kêr Dublin da ruioù kozh Redon,
Eus tal-brizh ar Benn-Mor da rec’hel ar Snowdon,
O mouezhioù a entan ar c’halonoù kerreiz*.    [kerreiz : klouar] 

Derc’hel a reont start bannieloù ar div Vreizh
Ha ’vel gwechall gouenn c’hlan ar Gelted difaezhus
A lak he holl esper en o youloù nerzhus.

          Eost 1905

 

    embannet e Ar Vro :

Ar varzhed a zo tud leun a wir galonder
Ha pere ’deus touet un deiz, lipr ha seder,
Dirak an drouized, bout betek ar marv
Difennourien hardizh Keltia o mamm-Bro !

Ne grenont dirak man ! Na stouont dirak den !
Ar Gwir ’enep d’ar Bed ! setu o youc’hadenn !
Kreñv ’int, ha labourat ’reont holl hep ehan
O tihunañ pobloù Breizh-Veur ha Breizh-Vihan !

Eus pleg-mor kêr Dublin da werneier Redon,
Eus tal brizh ar Benn-Mor da rec’hel ar Snowdon,
O mouezhioù a entan ar c’halonoù kerreizh !

Delc’her a reont start bannieloù an div Vreizh !
Ha ’vel gwechall, gouenn gozh ar C’helted difaezhus
A lak he holl esper en o youloù nerzhus !