embannet e Breizh divarvel :

O bro goant a Gerne ! Bro an dud dir ! Lorc’h Breizh !
Bro ’lec’h e huanad, hep ehan ha hep reizh,
Kement a vammennoù kuzhet ’mesk ar reier,
Huñvreet ’meus erfin e-kreiz da lanneier.

Redet em eus ivez da hentoù torgennek,
An avel en-dro din o c’hwezhañ buhanek.
Treuzet ’meus da barkoù, da goadoù don ha du,
’N ur ger, baleet ’meus da vaezioù a bep tu.

Ha laouen ’on bremañ ! Evurus ha chalmet,
O Kerne ! Da gaerder en deus va estlammet
Ken em eus touet chom e skeud da venezioù,

Pell diouzh ar Gall ha pell diouzh e follentezhioù,
Da renañ va buhez, didrouz ha dibreder,
En ur denañ da laezh mezurus*, mamm seder !    [magus, bividik] 

          Gwengolo 1904

 

     embannet e Ar Vro hag anvet Adsavidigezh Breizh (2) :

          da’m c’henvreur Charlez Rolland, orolajer ha barzh e Gwerliskin

Bro santel ha dispar, o bro koant a Gerne !
’Lec’h a gan, a vouskan, a hirvoud noz ha deiz
Kement a vammennoù kuzhet ’mesk ar reier
Huñvreet ’meus erfin e-kreiz da lanneier !...

Redet am eus ivez da hentoù torgennek.
An avel en-dro din o c’hwezhañ buanek !
Treuzet ’meus da barkoù, da goadoù don ha du
’N ur ger, baleet ’meus da Vaezioù a bep tu !...

Laouen ez on bremañ ! evurus ha chalmet
O Kerne ! Da gerder en deus va estlammet
Ken am eus touet chom war lein da venezioù.

Pell eus ar Gall ha pell eus e follentezioù,
Da renañ va buhez ! didrouz ha dibreder
En ur denañ da laezh mezurus, mamm dener !

    Roazhon