embannet e Breizh divarvel :

E-tal ur bez digor, o ! planedenn c’harv !
Ankouaet gant an holl, Breizh a huanade
Ha war he jodoù kann e ruilhe an daeroù
          Hep arsav noz ha deiz !

An Ankoù fall, outi a selle digalon
Ha yud, pa savas trumm e peoc’h kuñv he maezioù
Ur strollad niverus a Varzhed a galon
          Awenet o gwerzhioù !

Ha ken brav e kanent ! Ken brav ha ken lirzhin !
Ma ’n em lakas ivez, d’he zro, da vousc’hoarzhin
Ha memes da ganañ gante, leun a vevder !...

Hag ab’oe ’us d’he fenn un avel vividik
A c’hwezh ! Adkavet ’deus he lugern, he splannder
Hag eus he yaouankiz an ene birvidik.

          Even 1904

 

     embannet e Ar Vro :

          d’ar barzh T. Le Garrec

E-tal ur bez digor, o planedenn c’harv !
Ankouezhet gant an holl hon Breizh a hirvoude !
Ha war he jodoù kann e ruilhe an daeroù
          Muioc’h-mui bemdez !...

An Ankoù diouti a selle digalon...
Pa savas, o burzhud ! e peoc’h kuñv he maezioù
Un niver diziwezh a varzhed a galon
          Alaouret o gwerzioù !...

Ha ken brav a ganent ! ken brav ha ken lirzhin
Ma ’n em lakas timat ivez da vousc’hoarzhin
Ha da ganañ dinec’h, evurus ha seder !...

Hag ab’oe, ’us d’he fenn un avel tenerik
A c’hwezh !... Adkavet ’deus he lugern, he braster,
Hag eus he yaouankiz an ene birvidik !