II

Rumm
Kontadennoù & Danevelloù
Yezh
Brezhoneg
Orin
Kemper, Le Goaziou, 1924
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Ur pennad goude an dra-mañ, an den-mañ en em gavas gant ur breur en doa, ken paour ha ma’z oa eñ ivez a-raok. Gwreg ha bugale en doa ivez. Mantret ’voe pa welas penaos oa gwisket e vreur, ha bec’h en doe ouzh e anaout.

– Petra ! emezañ, te eo a zo er c’hiz-se ?... Asa, lavar din penaos ’out deut ken pinvidik, e ken berr amzer !

– Penaos ? eme egile, n’eo ket diaes, ha, mar kerez, e teuy ken pinvidik ha me.

– Mar karan ? Ne c’houlennan ken tra digant Doue.

– Mat ! selaou. Bremañ ez eus c’hwec’h sizhun ez is da zastum keuneud d’ar c’hoad ’zo aze, p’en em gavas un aotroù ganin hag a c’houlennas ouzhin ha c’hoant bezañ pinvidik am boa. « Ya da ! emeve, ma ve gallet. » « N’eus netra aesoc’h, emezañ. Lazh da vuoc’h ha taol he fevar zroad er-maez dre ar siminal, an eil goude egile, en ur c’houlenn ar pezh ac’h eus c’hoant. » Ober a ris ar pezh a lavaras din, ha setu penaos ’ont deut ken pinvidik ha ma’z on... Gra eveldon, mar gellez.

– Kae atav. Ober a rin, ma kavan an dro, evit klask gwelet penaos e troio ar stal war gement-se.

Neuze diouzhtu breur egile a ya d’ar c’hoad, ober a ra an neuz da glask keuneud, ha dastumet en doa div pe deir brochenn bennak - evelato n’eo ket gant an dra-se ez oa touellet, e lagad a glaske ha furche ar c’hoad tro-war-dro - pa welas an aotroù, a glaske pell a oa, o tont etrezek ennañ.

– Emañ-eñ o tont, gwell a se !

Hag hor gwaz neuze, herr warnañ, a glask tizhout tamm keuneud amañ, tamm all ahont.

– O klask keuneud emaeur ’ta ? eme an aotroù.

– Ya da, aotroù. Ret mat eo, pa n’ont ket evit prenañ, re baour ’on evit-se, anez va bugale a varvfe gant ar rev ha ant an naon : keuneud fall pe vat a zo ret da aozan ar boued.

– Pa’z oc’h ken paour-se, mar kirit, ne viot ket pell.

– Karet a-walc’h, aotroù ! Ha penaos ?

– Aes eo, mar hoc’h eus ur vuoc’h da lazhañ. Pa vezo lazhet, troc’hit he fevar zroad diouti, ha taolit-i goude er-maez dre ar siminal, an eil goude egile, en ur c’houlenn pep tro ar pezh hoch eus c’hoant, hag ho pezo ar ezh a gerot.

– N’eus ken da ober ?

– Netra ebet ken ! eme an aotroù.

– Va bennozh deoc’h ! eme hemañ neuze, o vont kuit ez dillo.

Mard oa aet ar c’hentañ buan d’ar ger, hemañ a yeas buanoc’h c’hoazh, rak gouzout ervat a rae diouzh e vreur ez oa gwir en doa lavaret an aotroù dezhañ.

E wreg, p’en em gavas, a oa ivez o reiñ da zenañ d’he merc’h. Hemañ, hep lavaret ger dezhi, a gemer e vouc’hal, un difrez warnañ. Ma ’lavaras e wreg :

– Mont a ran, emezañ, p’oa e lost an ti, da lazhañ va buoc’h.

Houmañ, pa glev, a grap en he merc’h hag ez a war-lerc’h he gwaz.

– Petra am eus klevet ? emezi. Da lazhañ da vuoc’h ?... Ne vi ket pe me ’welo !

– Ne weli ket da ! emezañ, rak graet an taol.

Gwir oa. Kaer he doa bet mont buan, hemañ, en un taol, en doa pilet ar vuoc’h kaezh : n’oa ket bet diaes dezhañ, rak ken treut oa ma’z oa e doare ur garnel pe ur sac’had eskern.

– Sad amañ ur c’hoari hiriv gant an den diboell-mañ ? emezi. Ha me ha da vugale, petra ’raimp-ni bremañ, pa n’hor bezo mui berad laezh ?...

– Ro peoc’h din ! Gwelet a ri petra ’raimp !... Pep troad a vezo strinket er-maez dre ar siminal, ne vezo nemet goulenn ar pezh a vezo c’hoant da gaout hag e vezo degaset diouzhtu.

– Te ac’h eus kredet traoù ar seurt-se, dorgenn ma’z out ?... Na piv, lavar din, a zo bet o fourrañ ar seurt traoù fall-se ez penn ?

– Pe forzh zo ! eme an ozac’h, o tiframmañ, endra c’hell, ar c’hroc’hen diouzh e vuoc’h.

Pa voe diskroc’henet penn-da-benn gantañ, e troc’has he fevar zroad diouti, e kasas anezho d’an ti hag e lavaras d’e wreg :

– Bremañ me ’ya en ur redadenn da Landerne (n’oa ket pell ac’hano o chom) ; bremaik e vezin distro ; foat zo hiriv ha me a oar e vezo reked war ar c’hrec’hin. Gortoz ’ta ur pennad ken na vezin distro. Neuze e welimp petra da ober.

Hag eñ ober gaol kuit, o rampañ da Landerne. Diouzhtu ma voe aet kuit, e wreg, droug enni o welet ar pevar zroad buoc’h war an daol eno, a c’hrozmol etre he dent :

– Setu ni lekaet reuzeudik, bremañ n’hon eus buoc’h mui. Hag an dra-se evit petra ?... Evit kaout pevar zroad na roint foeltr seurt vat ebet deomp !... Na petra ’rofent-i ?...

Ret eo ma ve kollet e benn gant Fañch hiriv !... Biskoazh n’em eus gwelet anezhañ er c’hiz-se. Ma n’eo ket diskiantet evelato, en deus bet un abeg vat bennak da ober an dra-mañ. Gwellañ zo eo gwelet hag ez eo gwir a lavar.

Hag ar wreg ha kregiñ neuze en un troad gant an dorn, e-pad ma talc’he he merc’h en he brec’h all.

– Evit unan a vezo kollet, mard eo gwir, e vezo tri all da c’houlenn ar pezh a vezo c’hoant goude.

Neuze ar wreg-mañ a lavar, en ur stlepel an troad er-maez dre ar siminal :

– Ra vezo da’m merc’h ur varv heñvel ouzh barv he zad !

Ha diouzhtu setu ur pezh barv savet ouzh ar verc’hig paour, ma’z oa da welet ken euzhus ha ken blevek hag un ourzh. Ar wreg a zo mantret ha glac’haret bremañ, diwezhad eo dezhi kaout keuz : kemeret a ra e sizailh da droc’hañ blev ha barv, ha, dre ma troc’he, e savont gwashoc’h-gwazh, hiroc’h-hirañ. Ken strafuilhek ’oant ne weled mui daoulagad ar verc’h paour ; aet oa evel ul loenig gouez.

– Deport, deport ! emezi ; p’en deus un troad degaset barv da’m merc’h, un all o c’haso kuit.

Hag un troad all er vann er siminal, ha setu aet ar barv diwar ar baotrezig vihan, deut evel ma’z oa kent.

Neuze ar vamm a roas dezhi da zenañ, hag, a-vec’h ma’z oa-hi lekaet en he c’havell da gousket, m’en em gavas Fañch er gêr. Kentañ tra e eure ’voe klask treid e vuoc’h : e-lec’h pevar n’oa mui nemet daou.

– E pelec’h emañ an daou all ? emezañ d’e wreg.

– E fedoue ! emezi, emaint aet du-se er-maez dre ar siminal.

Neuze houmañ a lavaras penn-da-benn kement he doa graet ha lavaret.

Fañch, krog en trede ha savet e vrec’h gantañ, a strink anezhañ dre ar siminal, en ul lavaret :

– Ra ve un troad buoc’h a-dreuz da c’henoù, foranez !... Hag ezhomm az poa da c’hoari gant an treid-se ?... Lavaret em oa dit va gortoz ; n’ec’h eus ket graet, gwazh a se evidout !

Pell-bras a-raok ma’z oa echu e gomz gantañ, e oa stanket kloz genoù e wreg : n’oa evit prezeg na krial.

Sachañ a rae gant he daou zorn war an troad hag e chaokat gwaz evit ur c’hi war un askorn.

– Sad’ a zo kavet labour da’z teod bremañ ! eme Fañch. Mar karjes bezañ tavet da c’henoù ha gortozet ken na vijen-me bet distro, ne vije ket en em gavet an dro-mañ ganez. Evel-se e tlefe bezañ graet da gement teod fall a wreg a zo !...

Evelato houmañ a lekae kement he foan da glask distagañ an troad, ma kouezhas war al leur-zi, ur c’hwezenn warnezhi ma’z oa spontus. Neuze e savas truez gant Fañch ouzh e wreg, ha, goude bezañ he savet en he sav, e lavaras :

– Evelato, mar chomfes evel-se, Janed, e ve mezh din mont ganez e nep lec’h, hag ouzhpenn poan a-walc’h ac’h eus bet !

Neuze Fañch a daol ar pevare troad er-maez, en ul lavaret :

– Ra’z aio an troad buoc’h eus a c’henoù va gwreg !

Sada ma’z eas kuit ha ma oa kollet gant an daou-mañ ar mad o divije gallet kaout, ma vijent bet fur an eil hag egile.

Setu penaos a c’hoarvez gant e-leizh a dud paour zo, ne dleont tamall da zen nemet dezho o-unan, rak, ma karfent bezañ fur ha lakaat da dalvout ar galloud o deus bet digant Doue da zastum madoù er bed-mañ hag er bed all, e vent eürusoc’h eget na dint. Tud a zo ha n’o deus ket skiant al loened zoken.