I

Rumm
Kontadennoù & Danevelloù
Yezh
Brezhoneg
Orin
Kemper, Le Goaziou, 1924
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Ur wech oa un den paour, gwreg dezhañ ha bugale ’leizh an ti : ar re-mañ n’o doa ket boued da zebriñ ’leizh o c’hof bemdez, hag o zad en doa poan o welet penaos edo e dorrad en dienez. Un deiz ez oa aet d’ar c’hoad da zastum keuneud sec’h : ur bec’h en doa dastumet tost, p’en em gav gantañ ur bourc’hiz. An den paour a c’hwezhe kement e laboure.

– Petra ’rit aze ? eme ar bourc’hiz dezhañ.

– O tastum un tamm keuneud sec’h emaon, emezañ, evit aozañ hor c’hozh tammoù boued ha tommañ va bugaligoù.

– Paour ’oc’h evit doare ?

– Ya, paour ’omp sur hep gaou, ha poan hon eus o vevañ diwar an aluzenn :

          Paourentez n’eo ket pec’hed
          Gwell evelato tec’het.

– Mar kirit, eme an aotroù, e viot pinvidik.

– Ne c’houlennan ket bezañ pinvidik : gant m’am be peadra da vevañ va zorrad en o aes a zo a-walc’h... Petra ’ve ret da ober evit-se, aotroù ?

– Nebeud a dra, mar hoc’h eus ur vuoc’h.

– Eo da, aotroù, ur c’hozh tamm buoc’h am eus.

– Mat eo neuze. N’hoc’h eus ken tra da ober, mar fell deoc’h bezañ en hoc’h aes, nemet lazhañ ho puoc’h ha teurel he fevar zroad er-maez, dre ho siminal, an eil goude egile, en ur c’houlenn ar pezh ho pezo c’hoant da gaout bewech.

– N’eus ken, aotroù, nemet an dra-se da ober, evit kaout ar pezh am eus c’hoant ?

– Netra ken ! eme an aotroù.

– Graet e vezo hag ho trugarekaat ! eme an den-mañ, o lezel eno e vec’h keuneud hag o vont d’ar red d’ar gêr.

P’en em gavas, e c’hwezhe hag ez oa berr warnezhañ. E wreg a oa o reiñ da zenañ d’he mab, pa’z eas en ti.

– Petra zo a-nevez ma’z eus kement a herr warnout ? emezi.

– Mont a ran, eme hemañ, da lazhañ va buoc’h. E pelec’h emañ ar vouc’hal ?

– Petra ! kollet ec’h eus da benn ?... ha petra ’raimp-ni goude ?

Hemañ a lavaras e daou c’her petra en doa klevet.

– Ha mard eo gevier a zo lavaret dit ?... Gwelloc’h az pije graet degas keuneud d’ar gêr evit selaou komzoù diskiant ar seurt...

– N’eus forzh ! eme an ozac’h ; gwelet a rankan hag ez eo gwir.

Hag eñ ha krapañ er vouc’hal, mont d’ar c’hraou, lazhañ e vuoc’h, ha troc’hañ diouzhtu he fevar zroad diouti. Dont a ra ganto d’an ti.

– Bremañ, emezañ, goulenn ar pezh ac’h eus c’hoant.

– Gwellañ am be da c’houlenn eo e teufe skiant dit... Bremañ ec’h eus graet un taol kaer !

– Lavaret a ran dit goulenn ar pezh ac’h eus c’hoant hag hast afo !

– Pa’z eo graet, gwelomp ! emezi... Ra vezo amañ, ’leizh ur sac’had, aour hag arc’hant, war an daol !...

N’oa ket a-vec’h lavaret ganto hag aet an troad er-maez, ma’z oa eno ’leizh ur sac’had a aour hag arc’hant.

– Ac’hanta ! Diskiant ’on-me, Jaketa ?

– N’out ket da, emezi : n’eus ket lavaret gaou dit.

– Gwelomp bremañ an eil troad !... Ra vezo amañ e-lec’h hon ti taouarc’h-ni ur maner eus ar re gaerañ, ha loened ha traoù ennañ, ha, war e dro, kement hag a zo e nep maner all ebet !...

Diouzhtu ma voe aet an troad kuit, setu eno neuze ur maner evel a oa bet goulennet.

– Bremañ, eme ar wreg, eo va zro-me da c’houlenn... Ra vezo va bugale, kement zo anezho, savet-bras ha tud fur eus ar re furañ !...

Hag an trede troad en aer.

Ma voe gwelet ar vugale, paotred ha merc’hed — betek zoken an hini a roe ar vamm da zenañ dezhañ — savet tud eno diouzhtu, tud vrav ha fur.

– N’eus mui nemet un troad ken. Petra ’c’houlennimp bremañ ? a lavar an ozac’h.

– Da dro eo, eme ar wreg. Goulenn ar baradoz evidomp holl.

– Ar baradoz a zo da neb a c’hounez anezhañ. Perak ’ta neuze goulenn mont di ?... Gwell eo kaout un dra bennak all.

– Netra ebet ken, eme ar wreg ; a-walc’h a draoù hon eus bremañ. Taol an droad-se, emezi, me ’c’houlenno.

Sada ma voe taolet, hag ar wreg a c’houlennas mont, hi hag he zud, d’ar baradoz pa varvjent.

N’ouzont ket avat ha bet ’int aet di : krediñ a-walc’h a rafen, mard int bet chomet fur gant o madoù. Un dra eo hag a zo diaes a-walc’h a glevan, rak Jezuz-Krist e-unan, pa’z edo war an douar, en deus bet lavaret ez aje kentoc’h un dremedal dre graouenn un nadoz eget ur pinvidig d’ar baradoz. An hent-se a zo un tamm brav strishoc’h eget na doa siminal an ti-soul : ne d-a ket treid saout drezañ.

Setu ’ta ar re-mañ eürus, a c’hellit krediñ. Piv ne vije ket en o lec’h ?