V

Rumm
Kontadennoù & Danevelloù
Yezh
Brezhoneg
Orin
Kemper, Le Goaziou, 1924
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Deut antronoz, e teuas gant mab ar pesketaer un hanter all eus e vartoloded. Ar re-mañ a oa mall ganto dont, evit bezañ lakaet ivez e jeneraled. Pa ziskennjont en deiz-se en douar, e voent souezhet holl o welet ur vandennad zeñved en ur park e-kichen an aod. Biskoazh n’o doa gwelet deñved ken bras ha ken kaer : gloan aour a oa warnezho holl. Raktal m’o gwelas, mab ar pesketaer, en un dremen, a lavaras :

– Na pebezh bandennad zeñved !

– Ya, eme unan, ar brasañ anezho, a glevas anezhañ. Ha warc’hoazh e vezo muioc’h.

– Perak ? eme an den yaouank.

– C’hwi a gresko ar vandenn.

– Mar kirit, diana, ne raimp ket. Livirit deomp penaos miret, ma ve gallet ober.

– Da ziwall hoc’h eus, eme ar maout bras aour. War an hent mat emaoc’h da zont. Selaouit ac’hanon ha me ’raio skol deoc’h evit miret, mar gellit. A-raok mont da c’hoari gant an teir briñsez-se, o deus lakaet ac’hanomp-ni evel m’emaomp, grit d’ar vartoloded-mañ evel d’ar re all, ha, neuze, kasit anezho d’ho lestr, ha livirit d’ho martolod kozh dont amañ e-unan ganeoc’h. Arabat avat e vezo dezhañ mont larkoc’h eget ar park-mañ. Neuze, eme ar maout, c’hwi a yelo gant ar plac’hed yaouank hag a c’hoario outo. Koll pep tro a raint, ha, p’o devezo kollet o danvez holl, e c’hoariint ivez ouzhoc’h o lestr aour, a gollo evel pep tra. Neuze ne vezo ket achu c’hoazh, rak n’eo ket lavaret e c’hellfoc’h tec’hel war al lestr-se kuit. Evit dont a-benn a se, e vezo ret troc’hañ gant un taol bouc’hal hepken ar chadenn a zalc’h al lestr ouzh ar goueled, hag a-raok dispakañ ar gouelioù, hag hel lakaat e doare da vont kuit buanañ ma c’hello mont. Arabat eo ivez e ve lavaret ger gant den ebet, ken na viot aet keit  diouzh an enezenn ma na welot mui anezhi. Mar gellit ober an traoù-se holl, evel a lavaran deoc’h, eme ar maour aour, ne deuot ket da greskiñ hor bandenn. Da ziwall hoc’h eus avat, rak, diouzhtu ma welo an teir-mañ e viot aet en o lestr, ez aint war ho lerc’h gwashoc’h eget tri diaoul, ha ne c’hellot tec’het ma vefec’h paket ganto war ’n hed dek lev tro-war-dro.

Ar c’habiten neuze a lavaras d’e vartolod :

– Klevet hoc’h eus eveldon-me ; dre-se ’ta livirit d’ar re all ar pezh a zo da ober. Pa viot distro, tennit eus va lestr kozh kement a zo em c’hambr da lakaat el lestr aour, ha goude goueledit anezhañ hag it en egile. Likit pep tra e doare, evit m’en em gavimp.

Setu neuze ar re-mañ a ya da gaout an teir briñsez a oa adarre eno gant o basin. Ma voe gwisket ar vartoloded-mañ ivez evel ar re all, ha kuit ac’hano diouzhtu, ha degaset an hini kozh.

Neuze, mab ar pesketaer a yeas gant an teir-mañ, a goanias ganto, ha goude a c’hoarias outo pep eil. Koll a rejont kement tra o doa, ha, pa n’o doe ken nemet o lestr aour, e c’hoarijont anezhañ ivez, hag her c’holljont ouzh mab ar pesketaer. Hemañ neuze, pa voe deut eizh eur, a lavaras kenavezo dezho, ha kuit evit distreiñ d’e lestr.

Ar martolod kozh en em gavas gantañ en hent, ur pezh bouc’hal war e skoaz.

– Piv, eme vab ar pesketaer, en deus roet ar vouc’hal-se deoc’h ?

– N’ouzon ket, emezañ. Chomet ’oan dre amañ, evel ma’z oa lavaret din, hag o treiñ em spered edon penaos hon divije gallet mont ac’hann, pa welis ur maout bras eus ar vandenn zeñved a zo aze o skeiñ gant e dreid, hag o pigosat war an douar. Ma’z is betek-henn da welet petra a oa, ha ma kavis eno ar vouc’hal-mañ dizoloet gantañ eus an douar. Neuze me ’gemeras anezhi, en ur soñjal ez oa ar vouc’hal-mañ a dlee marteze troc’hañ chadenn al lestr aour.

– Kredapl eo, eme vab ar pesketaer. Deomp buan ac’hann da welet, ha degasit-hi ganeoc’h.

Ma’z ejont ha kuit. P’en em gavas an daou-mañ tost d’o lestr kozh, ne c’hortozed nemeto evit hen toullañ hag her c’has d’ar goueled. Pa voe graet e stal ez ejont d’al lestr aour, diamant e wernioù ha seiz ar gouelioù hag ar c’herden a oa war e dro.

Neuze an hini kozh a gemer ar vouc’hal en doa kavet, hag, en un taol krenn, a droc’h ar chadenn Al lestr, a oa dindan gouel, a redas ac’hano diouzhtu, evel douget gant an avel Mont a rae ha ne gleved grik na trouz ebet, nemet trouz ar mor o regañ a bep tu, evel un erv gant an alar.