IV

Genre
Tales & short stories
Language
Breton
Source
Quimper, Le Goaziou, 1924
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

– Yec’hed, emezo, mab-kaer Roue Breizh !

– Yec’hed deoc’h, va dimezelled ! eme hemañ.

– Deu’t ganeomp, emezo, da ober un dro.

Hag eñ ha mont. Pa voent en em gavet o fevar el liorzh, an teir-mañ a droe en-dro dezhañ, en ul lavaret an eil goude eben :

– Mab-kaer Roue Breizh, sellit pegen brav traoù zo amañ !

– Hemañ, o kas e zorn war e zaoulagad, a lavare :

– Ya da, dimezelled. Me ’oar pelec’h ez eo kaeroc’h !

N’oa ken komz ganto.

– Sellit, sellit, nag a draoù kaer !

Ha mab ar pesketaer, pep tro ivez a lavare :

– Ya, me ’oar pelec’h ez eus kaeroc’h !

– Asa ! eme unan eus ar priñsezed, neuze, ’meus aon, ne  c’hellimp ket pakañ hemañ. Tostaomp ouzh ar puñs, ha gwelomp, en ur vont e-bioù, petra a raio.

An dra-mañ a oa bet lavaret goustad ha n’oa ket bet klevet gant mab ar pesketaer.

Evelato, pa voe en em gavet eno, an dimezelled a lavaras :

– Diwallit, aotroù, na gouezhfec’h : aze ez eus ur puñs.

– Mar kouezhan-me e-barzh, emezañ, c’hwi a raio ivez.

Ar re-mañ a oa souezhet o welet o doa graet an dro d’al liorzh hep bezañ gallet pakañ ar paotr yaouank.

– Deomp da goaniañ bremañ ! eme unan anezho.

Hag i mont, ha pa voe debret koan ha distaliet, e leverjont :

– Bremañ e rankomp c’hoari.

– M’hoc’h eus amzer da c’hoari fenoz, dimezelled, me n’am eus ket : mont da’m lestr da lojañ a rankan. Warc’hoazh avat hag antronoz e c’hellin c’hoari ganeoc’h, mar kirit.

– A zo mat ! emezo.

– Bremañ ez an da’m lestr.

Ha setu eñ aet kuit.

Antronoz e tiskennas en douar adarre hag e lavaras e ranke dont gantañ an hanter eus e dud ; an hanter all a chomo el lestr, ha warc’hoazh e teuint d’o zro.

Setu neuze an hanter eus ar vartoloded o tont gant mab ar pesketaer en douar. P’en em gavjont, edo an teir dimezell o lakaat da virvi ur vasin, ha leun a draoù, ne ouie ket ar re-mañ petra oa. Ma lavaras unan eus an dimezelled d’ar c’habiten :

– Taolit ho martoloded aze er vasin an eil goude egile, hag e welot penaos e vezint goude.

– Ma lavaras ne raje ket, rak aon d’o lakaat da vervel.

– Evit mervel ne raint ket, eme an teir verc’h dezhañ. Hag, evit diskouez deoc’h, eme unan, me ’ya e-barzh ha n’am bezo poan ebet.

Houmañ a reas ul lamm er vasin vras hag a chomas e-barzh ur pennad, ha, pa deuas er-maez, ez oa alaouret holl he dilhad a oa bet en dour.

Ar vartoloded en-dro d’ar vasin, pa weljont kement-se, a lammas ivez e-barzh, ha, dre ma teuent er-maez, goude e em soubañ mat, ez oant gwisket en aour, penn-kil-ha-troad, hag evel jeneraled.

Goude-se, mab ar pesketaer a yeas gant an teir dimezell d’o zi, hag a c’hoarias ganto ur pennad mat. Pep tro e c’houneze, ma lavarent dezhañ c’hoari atav ’hed an noz.

– Ne ran ket, emezañ ; mall eo din mont gant va martoloded da’m lestr.

Hag eñ da lavaret dezho :

– Kenavezo warc’hoazh !

Antronoz oa an deiz diwezhañ dezhañ, rak, ne c’helle den chom ouzhpenn tri devezh en enezenn-se, hep bezañ paket gant an teir verc’h-mañ.