III

Rumm
Kontadennoù & Danevelloù
Yezh
Brezhoneg
Orin
Kemper, Le Goaziou, 1924
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

– N’eo ket a-walc’h mont, eme ar martolod kozh. Da belec’h ez eomp ? a c’houlenn ouzh mab ar pesketaer.

– C’hwi, eme hemañ, hoc’h eus foetet broioù e-leizh, a dle gouzout gwelloc’h egedon-me e pe vro eo ar gwellañ deomp mont, evit kaout un dra gaer bennak.

– Neuze ez aimp, eme ar martolod, d’un enezenn a zo e-kreiz ar mor hag a zo ur menez aour en he c’hreiz. Ac’hano e teuio ganeomp un dre bennak hag a vezo en tu all da gement a zegaso an daou all. Va lezit ’ta da sturiañ al lestr hag ec’h en em gavimp en enezenn-se hep kalz a boan.

Ma voe lakaet ar martolod kozh-mañ da ren al lestr : al levier ne rae netra nemet dioutañ.

Setu i en hent hag o vont. N’edont ket pell c’hoazh, ma lavaras an hini kozh dastum al lien.

– Un taol-amzer a zo o tont warnomp.

Hag a-vec’h ’voe graet evel a lavare, ma c’hwezhas an avel ha ma savas ar mor ken na gave d’ar re-mañ diskenn eus a-greiz an oabl betek goueled ar mor. Al lestr a yeas atav evelkent, hep dale kalz ; an avel a gase anezhañ.

E-pad ma’z edont evel-se, e klevont un trouz spontus, hag i o tistreiñ a wel an daou lestr all, diwerniet koulz lavaret, o vont tu-mañ-tu-hont hag o c’houlenn sikour.

– Deomp d’o c’haout, eme vab ar pesketaer, rak aon nad afent da goll.

– Nann, nann ! eme ar martolod kozh. Ma vijec’h en o lec’h, e lazhfent ac’hanoc’h, lezit-i ivez ha deomp atav. Lavaret em boa deoc’h o divije poan ; gwelit ha n’eo ket gwir a lavaran.

A-benn un nebeud goude, e torras an avel hag e sioulaas ar mor. Al lestr neuze a gerzhe aes ha duiskuizh, hag, a-benn ur miz pe war-dro goude ar barr-amzer-mañ, ec’h en em gavjont dirak an enezenn en doa lavaret an hini kozh. Mont a reas da gaout mab ar pesketaer da lavaret dezhañ ez oant en em gavet.

– Ha ne welit ket ahont, e-kreiz an enezenn-se, ur pezh menez aour o lugerniñ ouzh an heol ?

– Eo da, eme vab ar pesketaer, gwelet a ran.

– Ahont eo deoc’h mont. Pa’z eot e teuio teir briñsez kaer a-zirazoc’h : mont a raint ganeoc’h en o liorzh hag eno e tiskouezint deoc’h a bep seurt traoù kaer. N’eus forzh avat pegen kaer e vezint, arabat a vezo deoc’h sellet outo. En ur c’holoet ho taoulagad, a-vec’h ma lavarint : « Sellit, aotroù, nag a draoù kaer ! » livirit dezho « Ya ! me ’oar pelec’h ez eus kaeroc’h ! » Setu ho pezo da ober, ha taolit evezh mat. »

Goude m’en doa ar martolod kozh graet skol da hemañ evel-se, ez eas d’an enez. Ha diouzhtu an teir briñsez a deuas d’e gaout.