II

Rumm
Kontadennoù & Danevelloù
Yezh
Brezhoneg
Orin
Kemper, Le Goaziou, 1924
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Lavaret ez eus, a gredan, ez oa merc’h ar roue hag ar pesketaer bihan ken yaouank an eil hag egile. Triwec’h vloaz, a gredan, oa pep hini, pa lavaras un devezh ar roue d’e verc’h ez oa pred dezhi kemeret pried.

– Pa gerot, va zad ! a lavaras.

– Pa giri da-unan eo, eme ar roue ; priedoù a-walc’h a vezo kavet. Amañ ez eus daou zen yaouank a ouenn uhel ha pinvidik, ha a zo deut da c’houlenn da gaout da zimeziñ.

– Mat ! eme ar verc’h. Mar dimezan-me, emichañs, va zad, e lezot ac’hanon da heuliañ va c’halon : me a gar unan, pell a zo, ha marteze e vezo diaes deoc’h reiñ ac’hanon dezhañ.

– Lavar din ma klevin piv eo hennezh a garez.

– Hennezh, eme ar verc’h yaouank, a zo ar pesketaer bihan hoc’h eus gwelet amañ. Her c’haret a ran, abaoe an eil tro ma teuas, an dro gentañ m’her gwelis. Hennezh, ma teurvez ganeoc’h va lezel d’her c’hemeret, a vezo va fried  evit hini all ebet ne vezo.

– Petra ! eme ar roue. Mab ur pesketaer ned eo ket diouzh da zere, hep ober fae war e ouenn.

– N’eus dere diouzh dere d’ar galon, eme ar verc’h. Ha kaer hoc’h eus lavaret, fae a rit warnañ, o vezañ ma’z eo paour. Evelato e talv muioc’h eget ar vras-se a fell deoc’h da reiñ din. Ya, emezi, me ’glaoustrfe, ma ve lakaet ganeoc’h da vont da glask un dra bennak, ar pezh a gerot, e teufe gwelloc’h a-benn a se eget an daou all a zo anv anezho ganeoc’h.

– Mat eo ! eme ar roue. Gwelet e vezo, pa leverez, rak me ’ya da reiñ da bep hini anezho o-zri pep a lestr, hag, o vezañ ma’z eo an daou a fell din pinvidik, e roin dezho pep a lestr nevez, ha da vab ar pesketaer, hag a zo paour, ul lestr kozh. Ha neuze e fell din e afent pep hini gant e lestr da glask ha da gerc’hat din ar c’haerañ tra a gavint er broioù all. Diouzh ar pezh a zegasint, e vezo gwelet peseurt tud ’int.

– Mat eo ! eme ar verc’h, a lakaas kemenn kement-mañ diouzhtu da vab ar pesketaer ha lavaret dezhañ ec’h en em gavfe gant he zad er porzh-mor ma tleent en em gaout hag eus a belec’h e tleent mont.

Lavaret a reas ivez war he lizher ez aje d’e lestr evit gwelet peseurt martoloded a gemerfe.

– Rak arabat eo, emezi, ho pe tud yaouank ganeoc’h : ar re-se n’int ket gouiziek a-walc’h diouzh ar mor, ouzhpenn ma’z int alies pennoù skañv hag hedro. Kemerit martoloded a vezo kreñv, daoust ma vent war an oad : ar re wellañ ’int peurvuiañ.

Ar briñsez yaouank, ur pennad goude kemenn kement-mañ da vab ar pesketaer, a yeas gant he zad d’ar porzh-mor he doa lavaret. P’en em gavas, edo an tri lestr sternet mat ha darev da vont.

Mab ar pesketaer, pa glevas petra a oa, a yeas war ar c’hae da welet piv a gemerfe da vartoloded da vont gantañ. Diouzhtu ma’z eas, e teuas d’e gaout ur martolod kozh.

– Doare hoc’h eus, emezañ, da glask unan bennak da vont ganeoc’h ?

– Ya da, eme an den yaouank. Ha c’hwi a fellfe deoc’h dont ganin ?

– Mont a rin, mar kirit.

– Mat eo ! Deu’t, eme an den yaouank a lavaras neuze dezhañ kement en doa kemennet merc’h ar roue.

Ha bremañ ha mont ha lavaret neuze :

– Hastit afo, kemerit an dud hoc’h eus ezhomm da gaout evit ho lestr, ha neuze, mar kirit va lezel-me, me a renko anezho evel ma’z eo ret.

– Grit evit ar gwellañ, eme vab ar pesketaer. Va eil e viot, ha dre-se e rankomp bezañ darev da vont kuit ar c’hentañ ar gwellañ, pa vezo bet amañ ar roue hag e verc’h.

– N’ho pezet aon ebet, eme ar martolod kozh ; gouzout a ran ervat kement a zo ret da ober. Ha petra bennak ma’z eo kozh ho lestr ha nevez-flamm re an daou all-se, ar re-se, ma na geront diwall, a vezo tud kollet ha torret o listri dezho war ar c’herreg ; n’eus ganto nemet martoloded yaouank, kalz re arc’hant a vez roet dezho. Diskenn bemdez en douar a ra an darn vuiañ anezho ; ni avat a zo gwell deomp chom el lestr hag, ouzhpenn, petra ’rafemp-ni en douar ? N’hon eus gwenneg.

Ne voe ket pell m’en em gavas ar roue hag e verc’h er porzh-mor. Ar briñsez yaouank a deuas da lestr mab ar pesketaer, hag, hep gouzout dezhañ, a lakaas ur c’hi bihan he doa dindan e benn-wele, hag en ur vont kuit goude, e lavaras dezhañ kaout soñj enni, ha kenavezo an distro.

Diouzhtu ma voe deut en douar ar briñsez, e voe dizeoriet, dispaket ar gouelioù, hag ez eas al lestr evel ur pesk war an dour.