I

Genre
Contes & nouvelles
Langue
Breton
Source
Quimper, Le Goaziou, 1924
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Mab ur pesketaer paour ha pesketaer ivez n’en doa c’hoazh nemet un daouzek pe drizek vloaz pa’z eas e-unan un devezh da besketa. Pakañ ur pesk brav a eure, ha neuze ez eas da gaz anezhañ da ur roue a oa un teir pe beder lev ac’hano.

Ar paotrig-mañ a oa gwisket fall, dre e dammoù dilhad e weled e groc’hen paour. Ar roue a zegemeras mat anezhañ pa glevas ; n’en doa digantañ ken tra avat nemet bennozh Doue evit e besk.

– N’em eus ket roet kalz a dra d’ar roue, a lavare ar paotr outañ e-unan ; evelato e kave din em bije bet ouzhpenn bennozh Doue. Marteze n’en deus ket kredet, a lavare ar paotr, reiñ netra din ; ur wech all e roio.

Ha bremañ d’ar gêr, hag a-benn ur pennad goude, muioc’h pe nebeutoc’h, e pakas ur pesk all adarre hag ez eas gantañ d’al lez. En dro-mañ, kentañ a welas ar paotr ’voe merc’h ar roue a oa eus e oadoù. En he fenestr edo, ha, pa welas ar pesketaer bihan o vont en ti, e tiskennas da welet da betra oa deuet.

– Setu ur pesk, eme ar paotr, am eus paket en aod, n’eus ket pell, fresk-bev eo c’hoazh.

– Piv, eme ar verc’h, en deus lavaret dit degas anezhañ amañ ?

– Den ebet, eme ar paotr. Deut ’on va-unan, evel an dro gentañ.

– Bet ’out c’hoazh ? eme ar verc’h priñsez.

– Ya, eme ar pesketaer.

– Ha petra ac’h eus bet evit da besk ?

– Bennozh Doue.

– En dro-mañ, eme houmañ dezhañ, ne chomi ket war bennozh Doue. Del ! emezi, setu tri c’hant skoed hag ar yalc’h. Kas anezho da’z tad a zo paour evit doare. Deport c’hoazh ; bremaik az pezo c’hoazh. Arabat avat lavaret ez pe bet netra diganin.

Hag houmañ mont da gaout ar roue ha dont gantañ d’an traoñ da gaout ar pesketaer bihan.

– Deut ’out adarre, va faotr ? emezañ. Mat ac’h eus graet, rak ma n’ac’h eus bet netra er wech kentañ, en dro-mañ ned i ket goullo d’ar gêr : del tri c’hant skoed evit da besk.

– Bremañ, eme ar verc’h yaouank dezhañ, e ranki en em wiskañ kempennoc’h an dro gentañ ma teui. Mont d’ar skol a rank ivez ha deskiñ mat, ha me, neuze, am bezo soñj ac’hanout.

Ar paotr a zistroas laouen d’ar gêr, leun e c’hodell baour a aour hag a arc’hant. Evel e oa lavaret dezhañ a reas : mont a reas d’ar skol ha deskiñ muiañ ma c’helle. Evelato ez ae a-wechoù da besketa, hag un devezh m’en doa paket ur pesk, kalz kaeroc’h eget an daou gentañ en doa kaset d’ar roue, ez eas gantañ adarre.

En dro-mañ oa kempenn ha, dre ma’z oa ur paotr brav, hardizh oa a-hent-all.

Merc’h ar roue, p’her gwelas adarre er c’hiz, ne voe ket evit miret ouzh he c’halon d’e garet. Gwelet a eure anezhañ, ha diouzhtu e tiskennas d’ar red d’e gaout.

– Deut ’out adarre ’ta ? emezi.

– Ya, ya, eme ar paotr. N’oan ket evit ankounac’haat ho madelezh, hag evit-se ’on deut da zegas ur pesk deoc’h adarre : n’em eus ken evit ho trugarekaat.

– A-walc’h eo, emezi, ac’h eus graet. Gwelet a ran ez out bremañ gwisket kempenn hag ur paotr koant ac’hanout. Pa n’ankounac’haez ket ac’hanon, me na’z ankounac’hain ket ivez. Kemer, emezi, ar pevar c’hant skoed-mañ diganin, ha na lavar ger ; digant va zad ez pezo ivez un dra bennak bremaik.

Ar roue, pa glevas edo eno ar pesketaer bihan adarre, a lakaas reiñ dezhañ ivez pevar c’hant skoed.

– Setu, va faotr, ’out pinvidik en da zere ; bremañ arabat dit lezel an arc’hant-se da goll. Evel am eus lavaret, kae d’ar skol, ha, pa vezi desket mat, e klevi anv ac’hanon-me.

Ar paotr a zistroas d’ar gêr hag a yeas d’ar skol evel ma’z oa boaz. Deskiñ a rae ar pezh a gare, hag, a-benn nebeut bloavezhioù goude, oa den yaouank ha gouiziek e-keñver pep tra.