Matilin, ar barzh dall

Genre
Poetry
Language
Breton
Source
Sources are peculiar to each text.
Notice
The spelling has been modernized, but some forms (mutations, verbal particles...) has been kept.
Further details
Brest, Bulletin de la Société académique de Brest, Tome Ier (1858-1860), pp. 103-106
Transcription
Sébastien Marineau
In the same work :

Paotred, plac’hed yaouank, c’hwi ’lamme o tridal,
Pa glevec’h, dre Gerne, Matilin, ar barzh dall,
O treiñ, gant e vombard, tonioù ’ouie atav
Lakaat fiñv er wazhied, digeriñ jabadao,
Ouelit, n’her c’hlevot mui ! En e vez yen eo mik ;
Marv eo Matilin, dialan hoc’h eostig.

E ene zo nijet da vro an telennoù,
Bro ar barzhed ’zo bet skiltrus o c’halonoù ;
E kalon ar barzh kozh ’vel un ogroù ’gane,
Hag eñ oc’h ehanañ, evned a ziskane.
Evidomp-ni, Breizhiz, hon diskan zo daeroù :
Kouezhañ ’ra ar gwez bras, sec’h outo an delioù.

E kornig ar vered, kousket en da c’hourvez,
Selaou e-kreiz an noz, a-zindan da vaen-bez,
Selaou hag e klevi avel Breizh o voudal,
O kanañ hirvoudus tonioù ar paourkaezh dall.
Mar tihunez neuze, barzh, n’az pe ket anken,
Rak ma klemm an avel, ouelañ a ra an den.

Anv ’vo ac’hanout gant da vroiz kalonek,
Endra vezo e Breizh ebad ha Brezhoneg ;
Kanañ ’ray da donioù kerden meur a delenn,
Evel ec’h eus klevet Brizeug, barzh blev melen,
Brizeug, ar gwir Breizhad, ’zo e penn e erv
O c’hortoz, ur bloaz zo, skeud ur wezenn zerv.

Matilin ! da vombard ne vezo hep perc’henn :
Da derriñ nerzh ar boan a zo en o c’herc’henn,
E Breizh, ar re ’zalc’h mat banniel ar c’hizioù kozh,
A-zalek gouloù-deiz betek ar pardaez-noz,
A gano gwerzioù kaer savet war da donioù,
Da zeizioù o eured, e-kreiz o fardonioù.

Ar re-se, pa vint kozh, a-benn hanter-kant vloaz,
E-pad an nozvezhioù, ’gomzo ac’hanout c’hoazh :
Azezet ’tal an tan, tro-war-dro d’an oaled,
’Lirint d’o bugale : « Ni hon eus her gwelet,
Klevet hon eus an dall a yae en ur ganañ,
Da c’hounit e damm boued, dre ahont, dre amañ. »

Mar teufes neuze c’hoazh e-kreiz an abadenn,
’Vel n’eus pell, Matilin, Kerneviz a-vandenn
A vodfe en-dro dit, evel un hed gwenan
En-dro d’ur bofig glas, pa soner dezho spann.
Ne dalv hel lavaret : marv ’out da viken,
Ha da vombard a dav, mantret en da gichen.