daskor - facebook  daskor - css

Daskor

ar Portezer

Genre
Poésie
Langue
Breton
Source
Rennes, Manuscrit 0990 de la Bibliothèque municipale de Rennes « Les Champs Libres »
Remarques
Nous avons modernisé l’orthographe tout en conservant certaines tournures d'origine (mutations, particules verbales...).
Précisions
Pages 172-173
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Un den evurus betek e zaou veud
Zo dindan roched pep portezer bleud.
’Vel-se oa, pe dost, lavar kozh gwechall,
Mar na blij ket deoc’h… gwiskit-eñ ’hent-all !

Malañ da c’hoant Per, malañ da c’hoant Paol
A zo ur vicher na reer ket dre holl ;
Da vent pep hini skrivañ ha rimal,
Un taol chañs, hennezh zo ken dibaot-all !

Un darn ne gav mat nemet gwerzioù sent ;
Un darn all ’fell d’e, ampoent da ampoent,
Un tamm fentadenn, ha bourdoù da heul…
Met setu me ’sell war-lerc’h ma ebeul !

Ha c’hwi ’glev, du-se, a-hed an draonienn
Ur vouezh yac’h ha sklent o kanañ laouen ?
Etre pep koublad ’strak ur skourjez ler ;
Oc’h ober e dro ’mañ ar portezer.

Ha c’hwi ’neus gwelet, ’wechoù, en hentoù
Gant rodoù ar c’harr krignet ar c’hleuzioù ?
Bernioù mailh, bep tu, freuzet ha rampet ?
– Ur char’tour, ’mezoc’h, un tammig tommet.

Ar portezer eo ’zo aet dre enon*    [eno] 
Ha gant kreiz an hent ’mañ ket e galon ;
Ledet ’hed e gorf war e sac’hadoù,
Forzh ebet ne ra gant mailh ha kleuzioù.

Gant kleuzioù ha mailh ne ra forzh ebet,
Gant Anna Skrilh ’vat me ne lâran ket !
Ha ’n e benn ’mañ ’klask ar bravañ doare
D’ober komplimant d’ar vatezh nevez.

Deut ma eo gantañ, hep mar, e damm son,
Rak en un tenn c’hoarzh emañ ’n e sav sonn :
Strak, strik, strak ! hu, dia ! Loriot, hei-do !
’Vel ur wenterezh a dro ar rodoù !

– Ed zo da valañ ? – E krec’h ’mañ ar verc’h,
Savet er c’hrignel sa sammañ ar c’herc’h.
Hag ar paotr da vont teir ha teir bazenn
Primoc’h na ya razh war-lerc’h logodenn.

Ar son, emichañs, zo hir da zeskiñ ;
Moereb gozh a c’halv diwar leur an ti :
– Tintin, ranket zo cheñch ar sac’h ’oa toull,
Hag ho kreulard* zo un hanter re voull !    [?]

Tud yaouank, mar peus d’ho tous da skrivañ
Ha n’ouzoc’h, da vat, pe stumm ar gwellañ,
D’ar portezer bleud lârit ho trubuilh,
Ha poell ho kudenn ’n em gavo difuilh.

Ar portezer zo, an holl hel lavar,
Ur c’hanfard a oar kontennoù dispar ;
Hini, koulz hag eñ na ro diduell
Ha na ra c’hoarzhin ’tal ar fornigell.

Ar portezer ’oar an holl keleioù*,    [keloù] 
An holl droioù kamm, an neventioù* ;    [nevezentioù] 
Pet intañvez zo gant c’hoant… divelgan*,    [divelkoni, hep melkoni ?] 
Pet louarn er vro, pet yar o… kloc’hañ.

Met e-pad ar s’un mar ve disoursi,
Devotoc’h, er sul, ne gavfet hini ;
Hag ar merc’hed ’verv o daoulagadoù
Pa grog da sachañ ewar ar Gredoù !